Ronan
Huon

Konchennoù… Kontadennoù… Danevelloù > Rummad Gwalarn

Rummad Gwalarn

Gant rumm Gwalarn eo un hent all emaint o vont gantañ : krouiñ ul lennegezh vodern par da forzh peseurt lennegezh dre ar bed sed aze preder bras R.Hemon, hen diskleriet en deus alies en e skridoù ha gant se eo un dro-spered dezhañ e-unan a vo roet gant tud amzer Gwalarn. « Ha ma n’eo ket breizhat » (hol lennegezh) e-giz hor brizh lennegezh hanter c’hall, ma n’eus mui anv ganti eus al lanneier alaouret hag eus tour dantelezet an iliz, petra ‘vern « ( Ur Breizhad oc’h adkavout Breizh p 51)
Brezhonegerien a-vihanik, gwriziennet don e istor o c’horn-bro e oa Jakez Riou, Youenn Drezen, Abeozen, Yeun ar Gow… ha koulskoude ez eont a-unan gant Roparz Hemon hag e c’herioù-stur. Gante eo bet cheñchet doare ar c’hontadennoù avat p’o deus lakaet war wel santadoù an tudennoù , dalc’het o deus da implij yezh o c’horn-bro. Boulc’het eo bet un erv nevez gante.