Ronan
Huon

Konchennoù… Kontadennoù… Danevelloù > soñj e vignoned

soñj e vignoned

Diwar lenn al lizheroù niverus a veze etre an dud a genlaboure gant Ronan Huon e santer

spered pep hini evel-just. Mignoned yaouankiz e oa Vefa de Bellaing ha Ronan Huon, hag hi ur vaouez desket bras war al lennegezh koulz hag ar sonerezh. D’an 22 O2 78 e ro he santimant dezhañ : « e-touez ho tanevelloù : en draonienn ha kafedi ar porzh en deus plijet din muioc’h eget salud Marmouz kozh, evel ma vije bet an daou gentañ muioc’h diouzhoc’h, diouzh ho temspered. Setu va meno d’an nebeutañ. Dous ha trist war un dro eo bepred hoc’h oberennoù. Sioul hag habask (eveldoc’h ?)… merket em eus un nebeut fazioù « moulañ » am eus kavet .

An daou veleg Maodez Glanndour ha Marsel Klerg

hag Abanna o deus bet labouret da zivankañ an Irin Glas war dachenn ar yezh. Kenteliet e veze gant lod ! «  war a welan az pije da addeskiñ un tamm da gemmadurioù …a lavar Marsel Klerg war ton ar fent.

: » adlennet em eus aketus ho tanevell ha skrivet, dre ma teuent, an evezhiadennoù a ziwane em spered, kement ha pismigañ … on aet ganti gant ar gloge, e-giz ma lavarer… deoc’h c’hwi eo bremañ da varn ha da zibab » Setu ar pezh a lare Yann Desbordes d’an 10 a viz eost 1980 en ul lizher un toullad evezhiadennoù ennañ evit an eil levr Ur vouezh er vorenn

Adlenn hag ober ur c’hempenn d’e skridoù a rae Ronan Huon betek ar mare diwezhañ, betek an embann.