Ronan
Huon

embannadurioù Al Liamm > ur gelaouenn o kregiñ gant an embann levrioù

ur gelaouenn o kregiñ gant an embann levrioù

Ur gelaouenn o kregiñ gant an embann levrioù

Embannet e voe un toullad levrioù etre ar bloavezh 1948 hag ar bloavezh 1955 goude ma ne oa ti –embann ofisiel ebet; War bajenn ziwezhañ Ar spontailh (1950), pezh-c’hoari Jarl Priel, koulz ha war hini an holl levrioù bet embannet betek ar bloavezh 1955 eo meneget “moulet evit Al Liamm Tir na nOg e Ti ar Skrev Ar Baol “ha tra ken. Al levrig lenn a ran, bet prientet gant Per Denez n'eus warnañ nemet anv ar mouler «  Les mouettes » er Vaol. Skrivagerien vrudet e oant evit ul lod anezho, Roparz Hemon, Jarl Priel, Tangi Malmanche, met tud yaouankoc'h ivez, Jakez Konan ha Per Denez.