Ronan
Huon

embannadurioù Al Liamm > Ur gwir ti-embann

Ur gwir ti-embann

Er bloavezh 1961 eo dija bras rol al levrioù embannet: lenn a c'heller oberennoù Roparz Hemon ( An tri boulomig kalon aour er bloaz 1961), re Jakez Riou ( geotenn ar werc'hez hag an ti satanazet), Abeozen, Jarl Priel, Maodez Glanndour. Met dont a ra wel ar rummad nevez, Ronan Huon, Youenn Olier, Per Denez. Un ugent levr bennak evit ar vugale a oa war ar rol, levrioù an ti embann Bias bet troet e brezhoneg, tresadennoù e liv enne. Dilezet e voe avat, a nebeudoù rann ar vugale gant embannadurioù Al Liamm a-raok ar bloavezh1980.