Ronan
Huon

Konchennoù… Kontadennoù… Danevelloù > levezon skrivagnerien all

levezon skrivagnerien all

Saozneger ha kelenner war ar saozneg e oa Ronan Huon hag evel-just en un doare naturel e voe troet da lenn skridoù skrivagnerien saoz pe amerikan. Gant Dylan Thomas, Yeats, Ernest Hemingway a zo bet kaoz anezhañ a-raok, pe Virginia Woolf eo bet disachet ar skrivagner yaouank da gentañ marteze. Treiñ a reas homañ kein da zoareoù skrivañ an XIX vet kantved  o strivañ da glask mont don e diabarzh buhez an dud gant teknik an «  stream of consciousness » red an emskiant . Dre diskrivadennoù soutil ha personnel e komprener petra a soñj an dudenn. An hini a gont an istor a oar pep tra eus buhez an dudenn-se. Hag evelti e ra alies Ronan Huon al liamm etre tro-spered an dud hag an en-dro.

-Erru eo miz Gwenolo, a respontas ar vamm.

Daoust da se e chome glas ar mor ha digoumoul an oabl. Ur stlakadenn a dregernas er pellder. » (An Irin glas Ar gwennili-Mor p.74).

Meneg a zo eus V.Woolf er gontadenn an arnodenn (ur vouezh er vorenn p 76)

Levezonet e voe ivez gant Ernest Hemingway :perzh ar skrivagner, bout sellus ha pizh da ziskrivañ hep re, da reiñ tro da ijinañ pe da zivinout. Kement-se a blije d’ar Breizhad. Er vuhez pemdez koulz hag en e zanevelloù ne oa ket Ronan Huon un den a brezeg bras : berr gomzoù gantañ kentoc’h.

Hag an dro-spered-se a zo kreñvoc’h en eil dastumad Ur vouezh er vorenn bet embannet e 1980. Frazennoù berroc’h, reutoc’h o stumm.

Hepdale e voe sioul pep hini. Un dever o devoa d’ober an deiz-se. Un eur diskuizh e oa evitañ, met div eurvezh labour goude. Sellout a rae outo. An trede klas eo a oa dirazañ.

Salud deoc’h marmouz kozh (ur vouezh er vorenn p62 ).