Ronan
Huon

embannadurioù Al Liamm > labour an embanner

labour an embanner

klask skridoù

 

Kavout skridoù eo labour kentañ an embanner. Ar gelaouenn Al Liamm a oa, hag a zo c'hoazh un dachenn a-feson da vroudañ skrivagnerien yaouank da vont pelloc'h ha da embann o oberenn war-lerc'h.

Atizet gant Ronan Huon e skrivas Jarl Priel en-dro: Graet em boa anaoudegezh gant Jarl Priel war-dro 1948. Aet e oan betek Priel da glask e lakaat da skrivañ adarre, rak abaoe ma oa kouezhet ar gelaouenn SAV  e oa merglet e bluenn.../...  Gant diegi eo en deus kroget gant e eñvorennoù avat, ha ret eo bet din ha da Ber Denez hag a rae neuze ganin war-dro Al Liamm e hisañ d'al labour. Gwelloc'h e oa dezhañ skrivañ pezhioù-c'hoari, daoust ma sellan e eñvorennoù evel e benn-oberenn.  ( Ronan Huon   Al Liamm  niv 112 gwengolo-here 1965)

  Gwir eo kement-se evit Reun Menez Keldreg hag un toullad tud all ( gwelet pennad ar gelaouenn Al Liamm).

 

Burutellañ ha divankañ

Ul labour diaesoc'h eo labour an embanner pa rank roiñ e soñj d'ar skrivagner, goulenn e vije krennet pe adwelet pennad-mañ-pennad. Ha se a oa labour un den, an embanner Ronan Huon ; nac'h ur skrid bet skrivet gant kemend-all a boan a vez diaes. Diwar ur sell diavaez e weler a-wechoù sioù ma chom dall ar skrivagner e-unan p'emañ “bac'het” en e soñjoù.

Da zivankañ ha da glask ar vioù-koukoug e oa en-dro da Ronan Huon tud a fiziañs gouest war ar yezh, an hevelep rouedad tud a laboure da ginnig ur gelaouenn peuzkempenn bep eil miz. Kalz gorrekoc'h ez ae an traoù pa ranke ar skridoù bezañ kaset ha digaset dre ar post.

 

Al labour moulañ

Un doare kempenn da embann eo bet a-viskoazh doare embannadurioù Al Liamm, koulz war dibab ar golo, ar paper implijet pe al lizherennaoueg. Labourat gant moulerien eus ar vro a oa dibab Ronan Huon ( ti-moulañ les Mouettes er Vaol, ti-moulañ Simon e Roazhon, Graphes e Kintin, keltia Grafic e Speied. En deiz-hiziv eo gant Ouestelio eus Brest e labour embannadurioù Al Liamm renet gant Tudual, unan eus mibien Ronan Huon.

Pa ne oa ket urzhiaterezed e oa bras labour ar maketenniñ, treserien a-vicher a ranke kinnig meur a c'holo, livioù disheñvel... ha se war baper treuzwelus. Bet en deus bet labouret ar belgiad brezhoneger Willy Degryse, da sevel golo levr Jef Fulup , en tu-mañ d'an ifern( diell) ha meur a levr all. A youl vat en deus bet labouret ivez Yann Vaze, un emsaver o chom e Pariz da ginnig  golo levrioù... Ul lod anezho a chome disimplij goude ma oa bet graet al labour.

 

 

Gopr ar skrivagner !

Bihan e oa ar "gopr" a veze kinniget d'ar skrivagner, un toullad levrioù dindan e gazel da gas gantañ d'ar gêr. En deiz hiziv e kinnig embannadurioù AL Liamm 5O levr evit netra d'ar skrivagner pa vez bet embannet 5OO skouerenn eus e levr.

 

An aotreoù :

 

Bec'h a voe gant ar familhoù a-wechoù a-benn kaout an aotre da embann . Emglevioù a voe ranket kavout evit kaout ar gwir da embann heuliad levrioù c'hoariva Tangi Malmanche.

N'eus ket nemet evit an troidigiezhioù ez eus bet ranket paeañ gwirioù . 1OOO lur en devoa ranket R.Huon paeañ evit kaout ar gwir da gregiñ gant troidigezh "le pavillon des cancéreux" gant Soljenitsyne, ul labour bet boulc'het gant Ernest ar Barzhig emichañs, met chomet diechu.(diwar studiadenn L. Caramigeas p 41)