Gwellaat an doare da skignañ al levrioù
Gwellaat an doare da skignañ al levrioù
Aet eo war gresk ar werzh a vloaz da vloaz etre ar bloavezh 1957 ha 1977: ( taolenn diwar labour Ludovique Caramigeas 1978 p 46 )
Taolenn 6 : niver a skouerennoù bet embannet etre 1957 ha 1977 |
||
Bloavezh 1957 |
Titl Amañ hag Ahont gant Jarl Priel |
Niver 500 sk |
Mar deo bet aet war-raok sioulik-tre niver al levrioù bet embannet etre 1957 ha 1970 eo bet kaer an araokadennoù e-kerz an dek vloaz goude.
Diwar meur a abeg emichañs. An abeg pennañ eo al lañs a oa gant sevenadur Breizh hag ar stourm dre vras evit ar yezh: en em vodet o doa tud yaouank da sevel ar gevredigezh Skol an Emsav, Brezhoneg yezh vew a ginnige deskiñ brezhoneg war ar maez, sevel a rae GALV kinnigoù evit an amzer da zont, en go e oa skolioù Diwan... Birvilh e-leizh.
E-pad pell eo bet brudet levrioù an embannadurioù dre ar gelaouenn lennegel Al Liamm, ul lod bras eus ar goumanaterien a brene kement levr embannet gant Al Liamm. Mil koumananter a oa d'ar gelaouenn Al Liamm er bloavezh 1977.
Pledet e voe neuze muioc'h gant ar werzh er bloavezhioù-se da ledanaat an dachenn strizh un tamm a oa hini mignoned Al Liamm. Savet e voe ur pegsun zoken da begañ ouzh koufr ar c'hirri-tan! (diell pegsun) Ober a rae Janed Keille -ur genwerzhouerez eus Gwengamp - war-dro ar werzh dre lizher, asambles gant Elen, gwreg Ronan Huon, a youl-vat o-div.Ganti e veze paket al levrioù rakprenet hag al levrioù da vezañ kaset d'an estrenvro. Berzh a rae ar werzh dre lizher d'ar poent-se pa ne veze ket levrioù Al Liamm war-wel paneve en un nebeut levrdioù. (diell gwitrin)
Betek neuze ne oa ken nemet ur marc'hadour-koñvers a-vicher a skigne well-wazh levrioù an ti-embann dre Vreizh. Met diwar ar bloavezh 72 diwar intrudu Yann Goasdoue ha gant krouidigezh Coop Breizh e 1977 eo ur rouedad a-feson a voe savet evit an holl levrioù e brezhoneg koulz hag ar re skrivet e galleg diwar-benn Breizh. Bras e oa gounid embannadurioù Al Liamm pa veze graet ar werzh dre lizher, dister a-walc'h e teuas da vezañ avat lodenn an embanner gant an doare nevez da skignañ al levrioù , pa'z ae un dregantad a-feson gant ar skigner (48%) hag al levrdier.(33%). Ne chome eta nemet 15 % gant an ti-embann ( diwar studiadenn L. Caramigeas 1978 p62)
levrioù zo a ra berzh bras !
Evit un embanner eo a-bouez , evel-just ober berzh gant levrioù 'zo da gaout an tu da embann adarre. Hag ur c'hras e voe evit embannadurioù Al Liamm an degemer kaer a voe graet da levr Anjela Duval, Kan an Douar, pe da levrennoù Lan Inizan, Emgann Kergidu. Geriadur Roparz Hemon a zo bet gwerzh dezhañ e-pad hanter-kant vloaz en un doare ingal. Gant an arc'hant-se e c'halle Ronan Huon embann ivez levrioù barzhoniezh... levrioù diaes kaout gwerzh dezho.Mesk ha mesk e kaver war rol ar bloavezh 1989 adembannadur geriadur R.Hemon, ul levr barzhoniezh gant Maodez Glanndour, Kregin-mor, kontadennoù ar bobl gant F. An Uhel, danevelloù gant Lan Tangi.(diell rol 1989). An deiz hiziv eo skignet levrioù Al Liamm gant ar gevredigezh Kuzul ar brezhoneg ha gant Coop Breizh.