Ronan
Huon

embannadurioù Al Liamm > Embannerien all

Embannerien all

Embannerien all

 

Pa ne oa nemet Emgleo Breiz (1955), embannadurioù Preder (1958) , hag Al Liamm hag hiniennoù all oc'h embann levrioù e brezhoneg betek ar bloavezhioù 70 ez eus savet raktresoù nevez diwanet diwar karta sevenadurel 1977 hag ar birvilh a oa e Breizh d'an ampoent. Savet e oa bet ar c'harta da sikour ar raktresoù evit sevenadur Breizh.Savet e voe e 1980 embannadurioù Hor Yezh gant Per Denez, renet gant Yann ha Tereza Desbordes. Dont a reas war wel, a vloaz da vloaz embannerien nevez, o vont pep hini war un dachenn dezhañ e-unan : Keit Vimp Bev (levrioù ha c'hoarioù evit ar vugale) e 1982, embannadurioù An Here e 1983 , Sav-heol ( 1991) TES (ti-embann ar skolioù) e 1994, Bannoù-Heol (1999), Embannadurioù Al Lanv, Skol Vreizh, ha nevez zo embannadurioù an Alarc'h, Aber ... e 2004 e oa bet kaset da benn un enklask gant Ofis ar brezhoneg : gant 45 kevredigezh e oa bet embannet levrioù e brezhoneg pe divyezhek etre ar bloavezh 2000 ha 2004. Embannet e oa bet tost da 9O levr gante, e brezhoneg pe divyezhek.(diell Ofis ar brezhoneg) .

Perzh embannadurioù Al Liamm a zo bet kinnig goude ar brezel, levrioù liesseurt, embannet gant aked ha digoriñ an hent emichañs da virvilh an embann e Breizh. Chom a ra embannadurioù Al Liamm en deiz hiziv war dachenn al lennegezh dreist-holl . Embannet e vez romantoù, dastumadennoù danevelloù ha barzhonegoù ha nebeut-tre a adembannadurioù.Wel-wazh e vez embannet 6 pe 7 levr er bloaz (lec'hienn Kuzul ar brezhoneg) . Er bloavezhioù-mañ ez eus bet priziet meur a levr embannet gant embannadurioù Al Liamm, kement a diskouez eo ul labour a dalvoudegezh a vez kaset da benn gant an ti-embann bet boulc'het e hent gantañ er bloavezh 1948.

 

2010 priz Sten Kidna : Liñvadenn Kastellaodren gant Herve Gouedard

2011 priz Sten Kidna: Ar marc'h glas gant Riwal Huon

2011 priz FR3 : Ar marc'h glas gant Riwal Huon

2011 priz saloñs Gwened: Ar marc'h glas gant Riwal Huon

2012 priz FR3 : Torr e benn gant Yann Bijer

2012 priz Sten Kidna: Torr e benn gant Yann Bijer

2012 priz saloñs Gwened: Torr e benn gant Yann Bijer

2013 priz FR3: Alje 57 gant Pierre-Emmanuel Marais

2013 priz Sten Kidna: Alje 57 gant Pierre-Emmanuel Marais

2013 priz Saloñs Gwened: Boued glas ar Pagan gant Goulc'han Kervella

2013 priz Langleiz : Yudal gant Erwan Hupel (skeudenn al levrioù)