Ronan
Huon

Degemer mat war lec'hienn Ronan Huon

Dek vloaz zo, e miz Here 2003 eo aet Ronan Huon da anaon. Daoust ma ne blije ket dezhañ kement-se ober ur sell war-dreñv, hon eus bet c'hoant diskouez al labour bet kaset da benn gantañ, gant e vignoned hag ar re o deus kenlabouret gantañ.Ur sell war-dreñv evit mont war raok.Kinniget eo bet al lec'hienn-mañ e-kerz Gouel al Levrioù e Karaez 2013 :Dielloù diembann, dic'hortoz ...deoc'h da glask kompren ur vuhez a stourm.

Abaoe daou viz-hanter eo bet bouetet al lec'hienn ganeomp: skeudennoù,  kanaouennoù, skridoù berr,  un niverenn AL Liamm gouestlet da Ronan Huon a zo kinniget deoc'h, kontadennoù a zo da selaou... Ur rann a vo savet gant  skridoù Ronan Huon e kembraeg hag e neerlandeg .A-bouez eo klevet mouezh an dud, hini Ronan a vo klevet hepdale emichañs ha tammouigoù filmoù. Danvez a zo !

N'eo ket al lec'hienn-mañ ur studiadenn bizh evel ul labour skol-veur ha sioù ha mankoù a vo kavet : ouesk eo an urzhiaterezh e-giz ur gwiñver ha gant se e vimp gouest da wellaat ha da lakaat dielloù nevez tamm ha tamm.Ar soñj pe an huñvre eo sevel ul lec'hienn ma vije  kaoz ennañ eus skrivagnerien  Vreizh, skrivagnerien a-vremañ ivez evel-just. Toullañ an hent a reomp? Trugarez d'ar re yaouank, Gwenn, Brieg, Lanwenn evit o fasianted, da Dudual Huon p'en deus adlennet ar skridoù ha da Elen Huon da vezañ furchet er c'hasedoù da gaout dielloù, trugarez d'an dud ha d'an embannerien o deus bet roet an aotre  deomp da implij o labour ( ur rol anezho a vo savet).

Riwal Huon

Arc'hantaet eo bet  al lec'hienn-mañ  a-drugarez da briz Karaez an danevell e brezhoneg e  2010





Nevezadennoù

Pemp barzhoneg bet troet e galleg

2015-04-26, 09:59 am

E 1972  e voe embannet  un dastumad barzhonegoù a stourm  Défense de carcher par terre et de parler  breton bet dibabet ha troet e galleg gant Yann-Ber Piriou. Peder barzhoneg diwar zorn Ronan Huon a zo en dastumad-mañ, setu int amañ e brezhoneg hag e galleg tal ouzh tal ( er rann skridoù Ronan huon e yezhoù all )

Barzhonegoù Ronan Huon bet troet e neerlandeg gant Jan Deloof

2014-11-10, 15:26 pm

A-hed e vuhez en deus Jan Deloof roet brud d'ar brezhoneg mod pe vod. Setu amañ  11 barzhoneg skrivet gant Ronan Huon  bet troet gantañ e neerlandeg, Ar skrid e brezhoneg a zo da heul. ( Er rann skridoù Ronan Huon e yezhoù all)

kelaouennoù nevez

2014-11-04, 19:10 pm

Startijenn ha youl a zo gant tud an Emsav er bloavezhioù 5O : setu div notenn tapet diwar niverennoù Al Liamm ar bloavezh 1954 : graet e vez anv eus div gelaouenn nevez : Ar  gelaouenn Hor Yezh  (a zo bepred anezhi) hag ar gelaouenn Ar Vro .(betek ar bloavezh 1974)  Emañ da lenn er rann Ar gelaouenn Al Liamm Tir na n-og

Ar skluzioù

2014-08-18, 12:29 pm

Savet e oa bet un tammig film e 2013  da skeudenniñ ar varzhoneg Ar skluzioù. Emañ war al lec'hienn er rann Barzhonegoù gant an droidigezh e galleg. Daou bennad keleier filmet   a zo da heul- en em gavet  un tammig dre zegouezh! hep aotre !( re goustus eo prenañ ar gwirioù)-  Da sellet keit ma ne vo ket difennet ouzhomp!

mestroniezh Ronan Huon 1977

2014-07-26, 22:31 pm

A-drugarez da  labour bizskrivañ Tudual Huon emañ war al lec'hienn ur studiadenn, ur vestroniezh bet savet  gant Ronan Huon er bloavezh 1977 .  Lakaat a ra keñver-ha-keñver ar marvailh-pobl hag an danevell vodern gant skouerioù tapet el lennegezh. Peder danevell gant  Ronan Huon a oa da heul, n'emaint ket en teuliad-mañ  avat.( er rann danevelloù)

klask

2014-04-24, 21:57 pm

Staliet ez eus bet ganeomp en deizioù-mañ ul lusker enklask evit ar re o defe c'hoant klask titouroù resis hep rankout lenn ar rannoù en o hed. Evit mont da furchal  un tamm !

familh Elen ar Meliner,gwreg Ronan Huon.

2014-03-07, 09:44 am

Tomm e oa ar familh ar Meliner ( genidik eus Langidig er Morbihan) ouzh ar brezhoneg hag o bro. Setu  berr ha berr  he istor ha poltriji da heul evel-just! (da lenn er rann E vuhez)
 

niv 345 Al Liamm gouestlet da Ronan Huon

2014-01-12, 21:30 pm

Diwar vremañ emañ war al lec'hienn   niverenn AL LIAMM  bet gouestlet da Ronan Huon e miz eost  2004. E-leizh a bennadoù a zo enni diwar-zorn  Tudual ha Gwenael Huon, Herve Bihan, Goulc'han Kervella, Yann-Ber Piriou, Filip Oillo, Rita Williams.  Skeudennoù  da sellet evel-just hag  un nebeut kontadennoù diembann betek neuze. Lennadenn vat deoc'h ! 

Va lezit da vont gant Mona Jaouen

2014-01-07, 21:43 pm

Kinniget he deus Mona Jaouen nevez 'zo,  ur bladenn  evit ar vugale,  Heitoù  hec'h anv. En o zouez emañ  ar varzhoneg "Va lezit da vont".  (Heitou gant Coop Breizh)
 

danevelloù da selaou

2013-12-31, 08:51 am

Selaouit  Tudual Huon ha Maguy Kerisit o lenn bep a gontadenn bet skrivet gant Ronan Huon, div enrolladenn bet kaset da benn gant Herve Peaudecerf    ha radio RCF  rivages  ( er rann danevelloù)
 

brudañ ar brezhoneg

2013-12-31, 08:43 am

ur rummad timbroù treset gant Per Peron da begañ ouzh  kein al lizhiri  er bloavezhioù 5O ( diell er rann ar gelaouenn Al Liamm Tir na Nog)

Prezegenn Elen Huon e 2008

2013-12-31, 08:41 am

E-kerz  ur c'hendael war al lennegezh aozet gant Aber e 2008 e tisplegas  Elen Huon ar vuhez a stourm a voe hini he gwaz hag hec'h hini. (rann: e vuhez)

darempredoù etre ar skrivagner hag an embanner

2013-12-31, 08:40 am

Gant Malo Bouëssel du Bourg eo bet studiet  pizh an darempredoù etre Reun Menez Keldreg, skrivagner  ha Ronan Huon  embanner. Ar studiadenn-mañ a zo tu deoc'h da lenn en he fezh er rann  Embannadurioù Al Liamm

4OO vet niv AL Liamm ha Ronan Huon

2013-12-17, 23:04 pm

Tu zo deoc'h sellet ouzh an abadenn a zo bet gouestlet da 4OO vet niverenn Al Liamm : aterset eo  bet Tudual Huon, rener ar gelaouenn ha Annie Coz bet tapet ganti ar priz kentañ evit konkour ar 400 vet niverenn. Un diviz a zo ivez gant Ronan Huon er bloavezh 1992.  Tu zo deoc'h gwelet an abadenn war dailymotion pe war lec'hienn al liamm.

Jakez Konan

2013-11-23, 18:35 pm

Skeudenn Jakez Konan skrivagner tregeriad e 1960

daou lizher gant Anjela Duval

2013-11-23, 18:33 pm

E rann an embannadurioù  e lenni soñj Anjela Duval e 1963 diwar-benn ar skrivagnerien a blije dezhi.
 

Gouel al levrioù

2013-10-26, 10:44 am

Al lec'hienn a zo kinniget e gouel al levrioù Karaez, e-kichen stand Al Liamm.

Krouet al lec'hienn

2013-10-10, 16:33 pm

Setu krouet al lec'hienn !