Ronan
Huon

E vuhez

Ganet eo bet Ronan Huon e St Omer d’an 3 a viz Eost 1922, ne oa ket 6 miz c’hoazh pa erruas e Lannuon gant e dud. Archer e oa e dad, ha tremen a reas Ronan (René d’ar c’houlz-se) e yaouankiz e jandarmiri Lannuon. Seitek vloaz eo bet o chom eno gant e dud hag e c’hoar Yvette, a-raok mont da Roud ar Roc’h e karter Sant Nikolaz en un ti nevez savet gante just a-raok ar brezel. Brezhoneg a veze klevet e Lannuon forzh pegement, met na René bihan nag e c’hoar Yvette ne ouient brezhoneg . Pa’z ae da vakañsiñ da St Eutrop da di ur vignonez d’ e vamm e kleve brezhoneg bemdez avat gant ar vugale. Eno zo deut un tamm emskiant dezhañ war-bouez yezh e vro o vont da goll ?
Troet e oa e vamm hag e c’hoar gant al livañ hag ar paotrig a blije dezhañ tresañ ivez (diell tresadennoù bugaleaj). Disachet e voe e vuhez-pad gant al livadurioù, marteze diwar an divizoù en deveze gant e vignon Marcel Milès (diell livadurioù) Pa voe embanner e livas goloioù un nebeut levrioù.

Deskiñ brezhoneg

Kaset e oa bet ar paotrig d’ar skol publik da gentañ ha d’ar skolaj prevez war-lerc’h. Un devezh war hent ar gêr e wel war astelloù ur stal levr Frañsez Vallée Le breton en 4O leçons. Prenañ a ra anezhañ p’en deus dastumet un nebeut gwenneien. « Ul levr kalz gwelloc’h a zo ganin eme ur c’hamarad dezhañ, ul levr deskiñ gant Roparz Hemon. Ma fell dit kaout titouroù kerzh da welout an Aotrou Bourdelles. Hennezh zo ur bern levrioù brezhoneg gantañ. » Hemañ a oa beleg ha kelenner e Skolaj Sant Josef Lannuon, eno e oa Ronan skoliad. Ha krog ar paotr yaouank da zeskiñ brezhoneg. (diell testeni yaouankiz 20 vloaz) Levezon bras en deus bet ar beleg war Ronan Huon d’ar mare-se.

Ar brezel

Tapet e vachelouriezh gantañ war ar studioù klasel, -galleg, latin ha gresianeg- e reas Ronan Huon e soñj mont da gelenner. Deut e oa ar brezel. Pa n’helle ket mont war ar studi ez eas d’ober skol da Blistin ha plijet e voe gant ar vugale-se, brezhonegerien an holl anezho. Er bloavezh 42 e voe galvet da vont da labourat da vro Alamagn (STO). Chom a raio skoachet e-pad 9 miz hag e-keit-se e studio saozneg drezañ e-unan ha dre lizher e-pad ar bloaz 43-44 ( skol-Veur Angers). Studial a raio brezhoneg evel-just ha kembraeg e-pad ar prantad-se ha tapout deskadurezh (diell :va levraoueg)

Er skol-Veur

Pa voe echu ar brezel e 1944 ez eas Ronan Huon da Skol-Veur Roazhon war studi ar saozneg. (diell : livret universitaire) « Du-se en deus graet anaoudegezh gant Pol Gourrierec. O-daou ez aent da zebriñ da ostaleri ar studieren. O-daou e tougent war o chupenn arouez an Trec’h-Meur (diell trec’h). Setu ma oant krog da gomz brezhoneg etrezo ha komprenet diwar ar gaoz kentañ e oant o chom e bep a ranndi er memes ti ! Diwar neuze e oant deut da vezañ mignoned. Ronan en doa skrivet pennadoù berr e Arvor dijà ha c’hoant en doa sevel ur gazetenn »(Elen Huon).
Ha setu ar gelaouenn Tir na n’og o voulc’hañ he hent gant an daou vignon yaouank(diell e miz c’hwevrer 1945). E-keit-se e oa Kened (Per Denez hag Arzel Even), Al Liamm e Pariz ( Andrev Latimier ha Per ar Bihan) oc’h ober kemend-all hag ar c’helc’hioù keltiek oc’h adlañsiñ o oberezh : startijenn ha youl ar yaouankiz daoust da reuz ar brezel.

Kelenner er bloavezh 47

Kelenner e voe Ronan Huon e Gwengamp da gentañ. Dispign a reas ul lod eus e bae kentañ da brenañ un daolenn bet livet gant Xavier de Langlais, unan eus ar seizh Breur, livour ha skrivagner.(diell skeudenn 47 + diell taolenn Langleiz) .E Gwengamp e kejas gant Polig Monjarret, Dorig le Voyer, Claudine Mazeas, Jef ar Penven... Seniñ bombard a rae gant kelc’h keltiek Gwengamp. Un torr a voe emichañs gant an dud-se, pa ne veze ket kalz a vrezhoneg gante. Diwar ar mank-se e teuas ar soñj da Ronan Huon, da Vefa De Bellaing,  ha da Langleiz sevel ur c’hamp da zeskiñ brezhoneg. E kamp Bodadeg ar sonerien e Sarzhav e 1947 e voe kemeret an diviz gante ( Al Liamm 345 p 64) sevel Kamp etrekeltiek ar Vrezhonegerien (KEAV) a zo en deiz hiziv c’hoazh bev-buhezek ha brudet mat pa’z eo ar staj nemetañ dre soubidigiezh.

Setu ar pezh a skrive diwar-benn krouidigezh KEAV : « E 1947 e oamp en em gavet e kamp ar BAS (Bodadeg Ar Sonerien) e Sarzhav. Ar c'hamp breizhat nemetañ e oa d'ar c'houlz-se. Eno e kelennen brezhoneg d'ar re a felle dezho. Hogen, ni, brezhonegerion, a gave deomp e oa re a c'halleg er c'hamp ha komzet hor boa a-gevret, Langleiz, Vefa de Bellaing ha me diwar-benn se. Deut e oa neuze d'hor soñj sevel ur c'hamp all ma vije e bal deskiñ ha komz hor yezh. Moarvat hor boa divizet meur a wech war ar gudenn. Em eñvor en em welen gant Vefa en tren o sevel raktresoù. Perak en tren ? N'ouzon ket, dre ma plij din an trenioù marteze. Vefa de Bellaing a lavar din avat e oa dindan ar gwez avaloù ! » Gwir pe get, er bloaz war-lerc'h, e 1948, e voe dalc'het kentañ Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion e Kleder, dindan renerezh Langleiz. (Diwar lec'hienn KEAV www.keav.org)

Ur bloaz e Bro-Gembre

Treuziñ a reas Ronan ar mor e miz Gwengolo 1947 da vont ur bloavezh da Vro-Gembre, e-giz skoazeller e Abertawe (Swansea). Ur bloavezh a-bouez e voe evit ar c’helenner yaouank : ur skouer eo evitañ ar stourm evit ar yezh e Bro-Gembre, lenn a ra forzh pegement, oberennoù skrivagnerien kembreat, saoz, ha sachet e voe e evezh gant ar c’hontadennoù berr. Ober a ra anaoudegezh gant ur bern emsaverien, kejañ a ra zoken gant e dad-kaer da zont, Louis ar Meliner harluet e Bro-Gembre,un nebeut bloavezhioù a-raok anavezout e zanvez-pried. Eno en deus bet skrivet ul lod-bras eus e gontadennoù kentañ.
Hag e-keit-se « Un emglev a vo graet etre Tir na n’og hag Al Liamm. Un emglev a lavaran, met e gwirionez n’eo tamm resis ebet an traoù ha Ronan a seblant fuloret ruz pa resev e bro Gembre niverenn 6 Al Liamm Tir-na-nog ! En ul lizher rust a-walc’h e tamall da dud Pariz bezañ kinniget an emglev evel ma vije evit saveteiñ Tir na n’og, pa n’eo ket gwir tamm ebet an dra-se… A-benn ar fin ez eo bet plaenaet an traoù, n’ouzon ket re penaos. Hag an div gelaouenn a zo chomet kenstag evit atav. » (prezegenn Elen Huon, e wreg, d'an 30/03/2008 da geñver  gouel al lennegezh, kendael aozet e Kemper gant Aber, kelaouenn lennegel ) ha (diell Per ar Bihan AL 345 p 80).

An ti-embann

Kelenner e voe Ronan Huon e Landerne, e Kemper hag e Brest azalek 1950 betek e leve. Dimeziñ a reas e miz Gwengolo 1950 gant Elen ar Meliner, (diell skeudenn 1954) nizez da Loeiz Herrieu ( e penn ar gelaouenn Dihunamb) ha Loeiza ar Meliner (bet skrivet ganti ar Bont ar Velin - kentañ mouladur e 1938 Dihunamb Le Bayon-Roger- eil moulladur éditions Anagrammes). Pevar paotr o devoe, Gwennael,Tudual, Herve ha Riwal hag o sevel a rejont diouzh mennoz ar rummad emsaverien yaouank-se, e brezhoneg penn da benn. Emsaverien e oant er gêr ivez ar peb brasañ anezho ! E St Mark e Brest e oant o chom hag eno emañ Elen o chom c’hoazh.

Kelenn a reas brezhoneg e-pad meur a vloaz ouzhpenn e amzer labour.

E-kerz ar bloavezhioù-se e rae Ronan Huon skol-noz pa oa ar c’houblad yaouank o chom ru de la République e Brest. C’hoari-pezh a reas ivez gant e vignon Herri Leon : Un den a netra gant Roparz Hemon a voe c’hoariet en o ranndi hag e daou lec’h all dirak un nebeut tud.

Diskleriet e voe an ti-embann Al Liamm en un doare ofisiel er bloavezh 1957 met er bloavezh 48 e voe embannet al levrioù kentañ, ar c’horf dindan treid va zad-kozh ha Goavan hag an den gwer gant Roparz Hemon.(rann ti-embann Al Liamm) Ar gelaouenn AL Liamm bep eil miz hag an ti embann a voe diwar neuze e vuhez ha ne oa vakañsoù ebet da gaout koulz laret; bras e oa ar samm. Un doare e oa ar gelaouenn Al Liamm da roiñ an tu da skrivagnerien yaouank da zeskiñ ar vicher ha d’o broudañ da vont pelloc’h. Mil daou c’hant den bennak o deus bet skrivet er gelaouenn en 60 vloaz diwezhañ-mañ !(lec’hienn AL) Da reiñ boued-spered d’ar vrezhonegerien lennek e voe talvoudus-bras embannadurioù Al Liamm etre ar bloavezhioù 50 ha 8O. 300 levr war-dro a zo bet embannet etre 1948 hag ar bloavezh 2OOO. E wreg Elen a rae war-dro ar c’hontoù. Janed Queille hag Elen a labouras e-pad bloavezhioù da gas levrioù diwar ar goulennoù dre lizher. Muioc’h a vec’h a voe c’hoazh war o choug pa zeuas Yann Goasdoue ( bet e penn Coop Breizh goude-se) da veajour-kenwerzh evit embannadurioù Al Liamm. Toullet e oa an hent gant Ronan Huon hag e genlabourerien hag ez ejont gantañ hep termal.

Skrivañ

Skrivañ a reas Ronan Huon re nebeut diouzh e santimant- dre ziouer a amzer sur a-walc’h-. An dastumad barzhonegoù, Evidon va-unan a voe embannet e 1955. Plijetoc’h e voe gant skrivañ danevelloù goude-se; An Irin glas (1966) hag ur vouezh er vorenn (1980) a ziskriv darvoudoù buhez an dud e bed e amzer( rann danevelloù). Un dastumadenn a voe gant kontadennoù an daou levr-mañ hag un nebeut kontadennoù bet chomet diembann ( danevelloù Al Liamm 2007)

 

a-fed arz

Lenn a rae kalz ha war e daol-noz ec’h en em gave levrioù skrivagnerien saoz, amerikan, kembreat, iwerzhonat (Ernest Hemingway, Faulkner, Carver, Franck O’Connor, Salinger, James Joyce) Thekov a blije kalz dezhañ, gallaoued ivez e-giz Maupassant ha tostoc’h ouzhomp A Saumon, Huguenin, Butor,Céline. Levrioù barzhonegoù a oa en e levraoueg ivez: Prévert, Baudelaire, Max Jacob, Supervielle ... Lenn pe kentoc’h adlenn a rae aketus skrivagnerien vrezhonek brudet evit liv o yezh (Yeun ar Gow, Fañch al Lae) ».( prezegenn Elen Huon-ar Meliner e Kemper er bloavezh…. ?)

Da glask kompren gwelloc’h tro-spered Ronan Huon, ha gant piv eo bet awenet eo talvoudus lavaret e plije filmoù Eric Rohmer ha re Bergmans dezhañ. Brudet eo an heuliad “ les contes moraux“hag an doare ma’z eo bet filmet“Ma nuit chez Maud(1969) pe le Genou de Claire(1970) ; skeudennet eo ar vro e-giz ma ra ul livour, a vunudoù. « Ma marvailhoù, eme Eric Rohmer, a zo enno istor tudennoù a blij dezho dielfennañ o soñjoù hag o zro-spered. (la revue du cinéma n°71 miz genver 1973). Kemend-all a blije da Ronan Huon ober en e gontadennoù.

 

Lennegezh evit an deiz a-vremañ

Krouiñ ul lennegezh vodern a oa ar pouezhusañ tra evitañ ha gwir eo ne oa troet war al lennegezh gozh.

Al labour diwezhañ bet kaset da benn gant Ronan Huon hag eñ skuizh-bras, a voe reneveziñ geriadur galleg-brezhoneg Roparz Hemon ; dre zever e reas kement-se, ne oa ket yezhoniour en e galon. (.

Kennerzhiañ hon identelezh o deus graet Ronan Huon hag e genlabourerien, Per ar Bihan, Andrev Latimier hag an difazierien…pismigerien al labour vat, troet war-zu an amzer da zont… a dra sur.