Konchennoù… Kontadennoù… DanevelloùTroet ma’z eo ar vrezhonegerien da skrivañ kontadennoù, danevelloù a larer en deiz hiziv eo anat a c’haller ober al liamm gant istor hor bro. Konchennoù, istorioù kontet e korn an oaled bet digouezhet gant tud ar vro desket digant tud all, diwar darvoudoù dreist ordinal eo hengoun hor bro. Ar sevenadur pobl treuzkaset a rumm da rumm dre ar gomz. Lennegezh poblek« Ur park fraost ne oa ken al lennegezh vrezhonek e penn kentañ an 2O vet kantved : goude ma oa bet dizoloet ul lennegezh-bobl pinvidik gant Kervarker ha Fañch An Uhel en ugentved kantved e kemeras ar skrivagnerien al lennegezh-se da batrom- dezhi da vezañ ul lennegezh dre gomz ha dre gan a orin- evit sevel gwerzioù ha kontadennoù. Met gant ar gevredigezh-ker o kemer plas ar gevredigezh diwar ar maez ez eas da get al lennegezh pobl hag ar skrivagnerien ne raent nemet dreveziñ ul lennegezh a oa diamzeriet dija (Per Denez Breton modern litterature / an emsav lennegel Anke Simon p 23) Rummad GwalarnGant rumm Gwalarn eo un hent all emaint o vont gantañ : krouiñ ul lennegezh vodern par da forzh peseurt lennegezh dre ar bed sed aze preder bras R.Hemon, hen diskleriet en deus alies en e skridoù ha gant se eo un dro-spered dezhañ e-unan a vo roet gant tud amzer Gwalarn. « Ha ma n’eo ket breizhat » (hol lennegezh) e-giz hor brizh lennegezh hanter c’hall, ma n’eus mui anv ganti eus al lanneier alaouret hag eus tour dantelezet an iliz, petra ‘vern « ( Ur Breizhad oc’h adkavout Breizh p 51) Goude ar brezel 39-45Dont a ra ur rummad tud yaouank leun a intrudu war an dachenn goude ar brezel, Per Denez, Ronan Huon, Youenn Olier, Per ar Bihan, Andrev Latimier en o-zouez. Dieuboc’h o spered evit ar re a oa en o-raok, pa n’int ket bet paket koulz lâret e meskailh ar brezel. Gant ar memes pal ez eont ha re Walarn koulskoude « Derc’hel a reomp da soñjal hon eus da stourm evit gwellaat n’eo ket hepken stad hor yezh met ivez buhez speredel ha danvezel hor pobl. E peb bro a glask sevel eo bet ret addihuniñ an dud bet lakaet da gousket gant gwaskerien pe fals-profeted » (AL niv 67 Ronan huon Ebrel 58). Kemmet eo ar vuhez un tamm mat avat, tud yaouank int , kêriz, studierien anezho. N’eo ket an hevelep spered a zo gant ar yaouankizoù : an danevelloù a skrivint diwar-neuze a vo evit ar peb brasañ anezho liammet gant buhez ker. Ne gomz ket ar c’heriz brezhoneg. An Irin Glas hag ur vouezh er vorennTroet e oa bet un toullad danevelloù e brezhoneg gant Ronan Huon a-raok ma n’em lakfe da skrivañ da vat. « Tri zra a zo pouezhus hervez Ronan Huon en un danevell vodern : an dud, an aergelc’h ha krennadur ar gontadenn. levezon skrivagnerien allSaozneger ha kelenner war ar saozneg e oa Ronan Huon hag evel-just en un doare naturel e voe troet da lenn skridoù skrivagnerien saoz pe amerikan. Gant Dylan Thomas, Yeats, Ernest Hemingway a zo bet kaoz anezhañ a-raok, pe Virginia Woolf eo bet disachet ar skrivagner yaouank da gentañ marteze. Treiñ a reas homañ kein da zoareoù skrivañ an XIX vet kantved o strivañ da glask mont don e diabarzh buhez an dud gant teknik an « stream of consciousness » red an emskiant . Dre diskrivadennoù soutil ha personnel e komprener petra a soñj an dudenn. An hini a gont an istor a oar pep tra eus buhez an dudenn-se. Hag evelti e ra alies Ronan Huon al liamm etre tro-spered an dud hag an en-dro. -Erru eo miz Gwenolo, a respontas ar vamm. Daoust da se e chome glas ar mor ha digoumoul an oabl. Ur stlakadenn a dregernas er pellder. » (An Irin glas Ar gwennili-Mor p.74). Meneg a zo eus V.Woolf er gontadenn an arnodenn (ur vouezh er vorenn p 76) Levezonet e voe ivez gant Ernest Hemingway :perzh ar skrivagner, bout sellus ha pizh da ziskrivañ hep re, da reiñ tro da ijinañ pe da zivinout. Kement-se a blije d’ar Breizhad. Er vuhez pemdez koulz hag en e zanevelloù ne oa ket Ronan Huon un den a brezeg bras : berr gomzoù gantañ kentoc’h. Hag an dro-spered-se a zo kreñvoc’h en eil dastumad Ur vouezh er vorenn bet embannet e 1980. Frazennoù berroc’h, reutoc’h o stumm. Hepdale e voe sioul pep hini. Un dever o devoa d’ober an deiz-se. Un eur diskuizh e oa evitañ, met div eurvezh labour goude. Sellout a rae outo. An trede klas eo a oa dirazañ. Salud deoc’h marmouz kozh (ur vouezh er vorenn p62 ). skrivañPenaos e laboure Ronan Huon ? Evit skrivañ e ranke kaout sioulder war e dro . Dastum a rae menozioù a-hed an amzer war dammoù paper a bep seurt, war karnedoù bihan diechu , bodet goude-se e dosieroù mesk-ha-mesk, en disurzh bras! Awenet eo bet gant e veajoù e Breizh-Veur hag ar wech m’eo bet aet d’ar Stadoù Unanet. –daoust ma ne oa ket ur gwall beajer- War dorn-skrid ar gontadenn ar gwez avaloù e skriv « ar gontadenn-mañ a zo bet savet em gwele siferniet e-pad ur c’hoñje 8 deiz. Kroget eo bet d’al lun 23 a viz C’hwevrer 1959 .En ur lenn cloudburst gant Bates (saozneg ) ez eo deut da soñj din skrivañ ar gontadenn-se. Savet eo bet e tri deiz, lun, meurzh, merc’her. D’ar merc’her em eus kroget d’he skriverezañ em gwele. Echu d’ar gwener 27.“
Ronan Huon: lennerLenn a rae kalz, danevelloù dreist-holl : Skrivagnerien saoz, amerikan, kembreat, iwerzhonat (Hemingway,Faulkner-Carver, F O’Connor, Salinger,Joyce) Thekov a blije kalz dezhañ, gallaoued ivez e-giz Maupassant ha tostoc’h ouzhomp A Saumon, Huguenin, Butor,Céline. Levrioù barzhonegoù a zo en e levraoueg ivez. Prévert, Baudelaire, Max Jacob, Supervielle hag all. Lenn pe kentoc’h adlenn a rae aketus skrivagnerien vrezhonek brudet evit liv o yezh (Yeun ar Gow, Fañch al Lae) ».( prezegenn Elen Huon-ar Meliner e Kemper er bloavezh…. ?)
soñj e vignonedDiwar lenn al lizheroù niverus a veze etre an dud a genlaboure gant Ronan Huon e santer spered pep hini evel-just. Mignoned yaouankiz e oa Vefa de Bellaing ha Ronan Huon, hag hi ur vaouez desket bras war al lennegezh koulz hag ar sonerezh. D’an 22 O2 78 e ro he santimant dezhañ : « e-touez ho tanevelloù : en draonienn ha kafedi ar porzh en deus plijet din muioc’h eget salud Marmouz kozh, evel ma vije bet an daou gentañ muioc’h diouzhoc’h, diouzh ho temspered. Setu va meno d’an nebeutañ. Dous ha trist war un dro eo bepred hoc’h oberennoù. Sioul hag habask (eveldoc’h ?)… merket em eus un nebeut fazioù « moulañ » am eus kavet . An daou veleg Maodez Glanndour ha Marsel Klerg hag Abanna o deus bet labouret da zivankañ an Irin Glas war dachenn ar yezh. Kenteliet e veze gant lod ! « war a welan az pije da addeskiñ un tamm da gemmadurioù …a lavar Marsel Klerg war ton ar fent. : » adlennet em eus aketus ho tanevell ha skrivet, dre ma teuent, an evezhiadennoù a ziwane em spered, kement ha pismigañ … on aet ganti gant ar gloge, e-giz ma lavarer… deoc’h c’hwi eo bremañ da varn ha da zibab » Setu ar pezh a lare Yann Desbordes d’an 10 a viz eost 1980 en ul lizher un toullad evezhiadennoù ennañ evit an eil levr Ur vouezh er vorenn Adlenn hag ober ur c’hempenn d’e skridoù a rae Ronan Huon betek ar mare diwezhañ, betek an embann. |
Da lennDa selaouDanevell lennet gant Tudual Huon war RCF : Danevell lennet gant Maguy Kerisit war RCF : |