embannadurioù Al Liamm
Embannet e voe niverenn kentañ ar gelaouenn lennegel AL Liamm e 1945 ha kroget e voe gant an embann levrioù er bloavezh 1948. Daou levrig diwar zorn Roparz Hemon a voe embannet da gentañ, daou levrig « e brezhoneg eeun » diouzh doare levrioù a veze embannet e saozneg. » Ar c’horf dindan dreid va zad-kozh ha Goavan an den gwer. Pemp kant skouerenn a voe moulet anezho war anv embannadurioù Douar ar yaouankiz.
« Ret eo deomp embann levrioù brezhonek. Ar muiañ ar gwellañ. N’eus nemet an doare-se da saveteiñ un nebeut eus an dud a ya bemdez diouzh tu ar galleg. Setu perak hon eus savet hon embannadurioù nevez. (Al Liamm Ronan Huon niv 20 miz mae-mezheven 1950)
ur gelaouenn o kregiñ gant an embann levrioùUr gelaouenn o kregiñ gant an embann levrioù Embannet e voe un toullad levrioù etre ar bloavezh 1948 hag ar bloavezh 1955 goude ma ne oa ti –embann ofisiel ebet; War bajenn ziwezhañ Ar spontailh (1950), pezh-c’hoari Jarl Priel, koulz ha war hini an holl levrioù bet embannet betek ar bloavezh 1955 eo meneget “moulet evit Al Liamm Tir na nOg e Ti ar Skrev Ar Baol “ha tra ken. Al levrig lenn a ran, bet prientet gant Per Denez n'eus warnañ nemet anv ar mouler « Les mouettes » er Vaol. Skrivagerien vrudet e oant evit ul lod anezho, Roparz Hemon, Jarl Priel, Tangi Malmanche, met tud yaouankoc'h ivez, Jakez Konan ha Per Denez.
Al Liamm: un ti-embann da vatEr bloavezh 1955 e voe diskleriet ez ofisiel ar gevredigezh AL Liamm e is-prefedi Brest. » o vezañ ma ne glote ket mui diskleriadurioù kozh Tir na nOg pe Al Liamm gant ar pezh eo deut ar gelaouenn da vezañ hon eus graet un diskleriadur nevez. Ar gevredigezh a zo bet diskleriet e Brest d’ar 17 a viz C’hwvrer 1955. Dindan renerezh Ronan Huon emañ Embannet eo bet war niverenn 49 kelaouenn ar Republik d’ar 25 a viz C’hwevrer 1955. Pal ar gevredigezh a zo difenn sevenadur, lennegezh ha yezh Breizh. »(Al niv 5O miz mae mezheven 1955). “
Kelenner war ar saozneg eo Ronan Huon e 1955, o labourat dindan ar Stad hag embanner levrioù brezhoneg a youl vat hag e chomo e-pad e vuhez. prenadenn levrioù Skridoù BreizhPrenadenn levrioù brezhonek Skridoù Breizh gant sikour ur rouedad mignoned
D’an 13 a viz Gouere 1958 e pae Ronan Huon 14.OOO lur d’an aotroù Goinard evit prenañ stok levrioù brezhonek an ti embann Skridoù Breizh (diell levrioù Skridoù Breizh). War e leve e oa hemañ o vont hag al levrioù a oa da vezañ kaset d’ar pilouer. Pa oa berr an arc'hant d'ar poent-se eo a-drugarez d'ur rouedad mignoned e voe tu da brenañ al levrioù-se. Lod all e-giz Fransez Kervella ha Maodez Glanndour a brenas o levrioù digant Skridoù Breizh hag o gwerzhañ a rejont tamm ha tamm da embannadurioù AL Liamm.Ivona Martin, kenlabourerez da Roparz Hemon a brenas stok levr Meven Mordiern: Notennoù diwar-benn ar Gelted kozh (1944). Gant ar brenadenn-se e voe fonnusoc'h al levrioù kinniget war katalog AL Liamm. Brokusted an emsaverienMeur a emsaver, un tamm aes gante, a brestas arc'hant da embannadurioù Al Liamm betek ar bloavezhioù 70. Brokus e oa lod eus ar skrivagnerien evit diorren an ti-embann nemetañ a oa d'an ampoent. "... Pa voe aozet an telefilm diwar an danevell "Mona" evit Breiz o veva war FR3 e 1981 e roas Reun Menez Keldreg e holl wirioù ( 1560 lur) da Al Liamm. Diouzh kement a vrokusted e sav darempred kreñv ha don ha mignoniezh wirion"(darempredoù etre ar skrivagner hag an embanner en ur yezh vinorel - Reun Menez Keldreg ha Ronan Huon p 11 ). Dichakodañ e arc'hant personel a reas Reun Ar Gleo pa oa e c'hoant kas da benn embann koustus ar geriadur bras bet savet gantañ (1O levrenn bet embannet etre 1983 ha 1994). Lod mignoned all, frank al lojeiz gante a ginnige bod d'ar c'hasedadoù levrioù nevez moulet, da c'hortoz e vefent gwerzhet.
Ur gwir ti-embannEr bloavezh 1961 eo dija bras rol al levrioù embannet: lenn a c'heller oberennoù Roparz Hemon ( An tri boulomig kalon aour er bloaz 1961), re Jakez Riou ( geotenn ar werc'hez hag an ti satanazet), Abeozen, Jarl Priel, Maodez Glanndour. Met dont a ra wel ar rummad nevez, Ronan Huon, Youenn Olier, Per Denez. Un ugent levr bennak evit ar vugale a oa war ar rol, levrioù an ti embann Bias bet troet e brezhoneg, tresadennoù e liv enne. Dilezet e voe avat, a nebeudoù rann ar vugale gant embannadurioù Al Liamm a-raok ar bloavezh1980.
labour an embannerklask skridoù
Kavout skridoù eo labour kentañ an embanner. Ar gelaouenn Al Liamm a oa, hag a zo c'hoazh un dachenn a-feson da vroudañ skrivagnerien yaouank da vont pelloc'h ha da embann o oberenn war-lerc'h. Atizet gant Ronan Huon e skrivas Jarl Priel en-dro: Graet em boa anaoudegezh gant Jarl Priel war-dro 1948. Aet e oan betek Priel da glask e lakaat da skrivañ adarre, rak abaoe ma oa kouezhet ar gelaouenn SAV e oa merglet e bluenn.../... Gant diegi eo en deus kroget gant e eñvorennoù avat, ha ret eo bet din ha da Ber Denez hag a rae neuze ganin war-dro Al Liamm e hisañ d'al labour. Gwelloc'h e oa dezhañ skrivañ pezhioù-c'hoari, daoust ma sellan e eñvorennoù evel e benn-oberenn. ( Ronan Huon Al Liamm niv 112 gwengolo-here 1965) Gwir eo kement-se evit Reun Menez Keldreg hag un toullad tud all ( gwelet pennad ar gelaouenn Al Liamm).
Burutellañ ha divankañ Ul labour diaesoc'h eo labour an embanner pa rank roiñ e soñj d'ar skrivagner, goulenn e vije krennet pe adwelet pennad-mañ-pennad. Ha se a oa labour un den, an embanner Ronan Huon ; nac'h ur skrid bet skrivet gant kemend-all a boan a vez diaes. Diwar ur sell diavaez e weler a-wechoù sioù ma chom dall ar skrivagner e-unan p'emañ “bac'het” en e soñjoù. Da zivankañ ha da glask ar vioù-koukoug e oa en-dro da Ronan Huon tud a fiziañs gouest war ar yezh, an hevelep rouedad tud a laboure da ginnig ur gelaouenn peuzkempenn bep eil miz. Kalz gorrekoc'h ez ae an traoù pa ranke ar skridoù bezañ kaset ha digaset dre ar post.
Al labour moulañ Un doare kempenn da embann eo bet a-viskoazh doare embannadurioù Al Liamm, koulz war dibab ar golo, ar paper implijet pe al lizherennaoueg. Labourat gant moulerien eus ar vro a oa dibab Ronan Huon ( ti-moulañ les Mouettes er Vaol, ti-moulañ Simon e Roazhon, Graphes e Kintin, keltia Grafic e Speied. En deiz-hiziv eo gant Ouestelio eus Brest e labour embannadurioù Al Liamm renet gant Tudual, unan eus mibien Ronan Huon. Pa ne oa ket urzhiaterezed e oa bras labour ar maketenniñ, treserien a-vicher a ranke kinnig meur a c'holo, livioù disheñvel... ha se war baper treuzwelus. Bet en deus bet labouret ar belgiad brezhoneger Willy Degryse, da sevel golo levr Jef Fulup , en tu-mañ d'an ifern( diell) ha meur a levr all. A youl vat en deus bet labouret ivez Yann Vaze, un emsaver o chom e Pariz da ginnig golo levrioù... Ul lod anezho a chome disimplij goude ma oa bet graet al labour.
Gopr ar skrivagner ! Bihan e oa ar "gopr" a veze kinniget d'ar skrivagner, un toullad levrioù dindan e gazel da gas gantañ d'ar gêr. En deiz hiziv e kinnig embannadurioù AL Liamm 5O levr evit netra d'ar skrivagner pa vez bet embannet 5OO skouerenn eus e levr.
An aotreoù :
Bec'h a voe gant ar familhoù a-wechoù a-benn kaout an aotre da embann . Emglevioù a voe ranket kavout evit kaout ar gwir da embann heuliad levrioù c'hoariva Tangi Malmanche. N'eus ket nemet evit an troidigiezhioù ez eus bet ranket paeañ gwirioù . 1OOO lur en devoa ranket R.Huon paeañ evit kaout ar gwir da gregiñ gant troidigezh "le pavillon des cancéreux" gant Soljenitsyne, ul labour bet boulc'het gant Ernest ar Barzhig emichañs, met chomet diechu.(diwar studiadenn L. Caramigeas p 41)
Gwellaat an doare da skignañ al levrioùGwellaat an doare da skignañ al levrioù Aet eo war gresk ar werzh a vloaz da vloaz etre ar bloavezh 1957 ha 1977: ( taolenn diwar labour Ludovique Caramigeas 1978 p 46 )
Mar deo bet aet war-raok sioulik-tre niver al levrioù bet embannet etre 1957 ha 1970 eo bet kaer an araokadennoù e-kerz an dek vloaz goude. Diwar meur a abeg emichañs. An abeg pennañ eo al lañs a oa gant sevenadur Breizh hag ar stourm dre vras evit ar yezh: en em vodet o doa tud yaouank da sevel ar gevredigezh Skol an Emsav, Brezhoneg yezh vew a ginnige deskiñ brezhoneg war ar maez, sevel a rae GALV kinnigoù evit an amzer da zont, en go e oa skolioù Diwan... Birvilh e-leizh. E-pad pell eo bet brudet levrioù an embannadurioù dre ar gelaouenn lennegel Al Liamm, ul lod bras eus ar goumanaterien a brene kement levr embannet gant Al Liamm. Mil koumananter a oa d'ar gelaouenn Al Liamm er bloavezh 1977. Pledet e voe neuze muioc'h gant ar werzh er bloavezhioù-se da ledanaat an dachenn strizh un tamm a oa hini mignoned Al Liamm. Savet e voe ur pegsun zoken da begañ ouzh koufr ar c'hirri-tan! (diell pegsun) Ober a rae Janed Keille -ur genwerzhouerez eus Gwengamp - war-dro ar werzh dre lizher, asambles gant Elen, gwreg Ronan Huon, a youl-vat o-div.Ganti e veze paket al levrioù rakprenet hag al levrioù da vezañ kaset d'an estrenvro. Berzh a rae ar werzh dre lizher d'ar poent-se pa ne veze ket levrioù Al Liamm war-wel paneve en un nebeut levrdioù. (diell gwitrin) Betek neuze ne oa ken nemet ur marc'hadour-koñvers a-vicher a skigne well-wazh levrioù an ti-embann dre Vreizh. Met diwar ar bloavezh 72 diwar intrudu Yann Goasdoue ha gant krouidigezh Coop Breizh e 1977 eo ur rouedad a-feson a voe savet evit an holl levrioù e brezhoneg koulz hag ar re skrivet e galleg diwar-benn Breizh. Bras e oa gounid embannadurioù Al Liamm pa veze graet ar werzh dre lizher, dister a-walc'h e teuas da vezañ avat lodenn an embanner gant an doare nevez da skignañ al levrioù , pa'z ae un dregantad a-feson gant ar skigner (48%) hag al levrdier.(33%). Ne chome eta nemet 15 % gant an ti-embann ( diwar studiadenn L. Caramigeas 1978 p62) levrioù zo a ra berzh bras ! Evit un embanner eo a-bouez , evel-just ober berzh gant levrioù 'zo da gaout an tu da embann adarre. Hag ur c'hras e voe evit embannadurioù Al Liamm an degemer kaer a voe graet da levr Anjela Duval, Kan an Douar, pe da levrennoù Lan Inizan, Emgann Kergidu. Geriadur Roparz Hemon a zo bet gwerzh dezhañ e-pad hanter-kant vloaz en un doare ingal. Gant an arc'hant-se e c'halle Ronan Huon embann ivez levrioù barzhoniezh... levrioù diaes kaout gwerzh dezho.Mesk ha mesk e kaver war rol ar bloavezh 1989 adembannadur geriadur R.Hemon, ul levr barzhoniezh gant Maodez Glanndour, Kregin-mor, kontadennoù ar bobl gant F. An Uhel, danevelloù gant Lan Tangi.(diell rol 1989). An deiz hiziv eo skignet levrioù Al Liamm gant ar gevredigezh Kuzul ar brezhoneg ha gant Coop Breizh. Embannerien allEmbannerien all
Pa ne oa nemet Emgleo Breiz (1955), embannadurioù Preder (1958) , hag Al Liamm hag hiniennoù all oc'h embann levrioù e brezhoneg betek ar bloavezhioù 70 ez eus savet raktresoù nevez diwanet diwar karta sevenadurel 1977 hag ar birvilh a oa e Breizh d'an ampoent. Savet e oa bet ar c'harta da sikour ar raktresoù evit sevenadur Breizh.Savet e voe e 1980 embannadurioù Hor Yezh gant Per Denez, renet gant Yann ha Tereza Desbordes. Dont a reas war wel, a vloaz da vloaz embannerien nevez, o vont pep hini war un dachenn dezhañ e-unan : Keit Vimp Bev (levrioù ha c'hoarioù evit ar vugale) e 1982, embannadurioù An Here e 1983 , Sav-heol ( 1991) TES (ti-embann ar skolioù) e 1994, Bannoù-Heol (1999), Embannadurioù Al Lanv, Skol Vreizh, ha nevez zo embannadurioù an Alarc'h, Aber ... e 2004 e oa bet kaset da benn un enklask gant Ofis ar brezhoneg : gant 45 kevredigezh e oa bet embannet levrioù e brezhoneg pe divyezhek etre ar bloavezh 2000 ha 2004. Embannet e oa bet tost da 9O levr gante, e brezhoneg pe divyezhek.(diell Ofis ar brezhoneg) . Perzh embannadurioù Al Liamm a zo bet kinnig goude ar brezel, levrioù liesseurt, embannet gant aked ha digoriñ an hent emichañs da virvilh an embann e Breizh. Chom a ra embannadurioù Al Liamm en deiz hiziv war dachenn al lennegezh dreist-holl . Embannet e vez romantoù, dastumadennoù danevelloù ha barzhonegoù ha nebeut-tre a adembannadurioù.Wel-wazh e vez embannet 6 pe 7 levr er bloaz (lec'hienn Kuzul ar brezhoneg) . Er bloavezhioù-mañ ez eus bet priziet meur a levr embannet gant embannadurioù Al Liamm, kement a diskouez eo ul labour a dalvoudegezh a vez kaset da benn gant an ti-embann bet boulc'het e hent gantañ er bloavezh 1948.
2010 priz Sten Kidna : Liñvadenn Kastellaodren gant Herve Gouedard 2011 priz Sten Kidna: Ar marc'h glas gant Riwal Huon 2011 priz FR3 : Ar marc'h glas gant Riwal Huon 2011 priz saloñs Gwened: Ar marc'h glas gant Riwal Huon 2012 priz FR3 : Torr e benn gant Yann Bijer 2012 priz Sten Kidna: Torr e benn gant Yann Bijer 2012 priz saloñs Gwened: Torr e benn gant Yann Bijer 2013 priz FR3: Alje 57 gant Pierre-Emmanuel Marais 2013 priz Sten Kidna: Alje 57 gant Pierre-Emmanuel Marais 2013 priz Saloñs Gwened: Boued glas ar Pagan gant Goulc'han Kervella 2013 priz Langleiz : Yudal gant Erwan Hupel (skeudenn al levrioù)
|
Da lennDa selaouLenn, son ha c'hoari : Tudu Huon diwar-benn istor al Liamm : |