Barzhonegoù
A-dreuz ar varzhoniezh e teu an awen d’an den yaouank krog ennañ ar c’hoant skrivañ alies . War beseurt digarez ? Lod a laro-teodoù fall anezho ?- eo un dra aeset skrivañ un nebeud gwerzennoù, lakaat gerioù penn ouzh penn ha n’eo ket ur gwall labour ! N’eo tamm gwir ebet evel-just. Emichañs e klot gwelloc’h ar varzhoniezh gant ar yaouankiz evit abegoù all : santadoù kreñv a glasker esteurel, gerioù lemm evel laonenn ur gontel p’emañ ar glac’har pe an dizesper o waskañ o tiabarzh, joa ar garantez evel ur steredenn... EVIDON VA-UNAN ( 1955)« Reiñ d’ar pezh a dremen un dremm peurbadus » a lavar Maodez Glanndour e raklavar levr barzhonegoù Ronan Huon Evidon va-unan bet embannet e 1955.
Mor
un torr gant an amzer dremenetPerak ‘ta e o oa bet e levr barzhonegoù Evidon va-unan ur gwir darvoud en emsav lennegel ?. Barzhoniezh komzoù-plaen ne oa ket anezhi d’ar poent-se e brezhoneg da vihanañ: mont a-enep da lezennoù ar gwerzennañ a oa mont a-enep d’al lezenn ha treiñ kein d’an hengoun ha d’e hendadoù ! Santimant meur a hini e oa d’ar poent-se. « Voici un recueil de poèmes très modernes dans leur inspiration et leur facture . Plusieurs nous ont plu par leur simplicité et l’authenticité du sentiment exprimé. Mais la forme est à notre sens trop libre pour que l’on puisse désirer voir les jeunes poètes bretons s’engager dans cette voie, non moins dangereuse que celle de la prosodie française. » Splann e oa an disparti etre ar c’homz-plaen hag ar varzhoniezh d’an ampoent : Santadoù ar vuhez pemdezModern e oa torkad barzhonegoù Evidon va-unan dre o stumm met ar soñjoù treuzkaset dre enno a zo dic’hortoz evit an ampoent. Skeudenniñ kêr Vrest goude ar brezel « kêr n’he deus mui a ene evit komz ganin-me » hag ar vuhez ordinal n’eo ket diouzh stumm ar varzhed brezhoneger. Diwar taolenn al levr barzhonegoù eo lakaet splann hag pegen lieseurt eo santadoù an den war an douar ha se en un doare personnel. « hag ez int aet da besketa Kement-se a adkaver en danevelloù bet skrivet gantañ diwezhatoc’h gant an deskrivañ spis eus munudoù ar pemdez. [...] Mont a reont d’ar skol, barzhonegoù a stourmBarzhonegoù a stourm a gaver en dastumad-mañ ivez pell eus rikamanoù an amzer gozh « En dastumad-mañ emañ holl boan-spered ar skrivagner brezhonek, ar ret m’eo dezhañ skrivañ en ur yezh o vervel, ur yezh hag a glasker lazhañ ha strivañ da ganañ» (Y.B Piriou Le Monde -6 a viz Meurzh Frañsez Favereau istor al lennegezh 3) Bez ez eus ar re a ra fougerezh (diell bez ez eus) Enne e santer an douetañs, an dispi en un endro hep brezhoneg, ar gêr vras. (evidon va-unan) N’eo ket enebiezh an endro divrezhonek a wask war spered ar barzh er bloavezhioù 50 hepken met enebiezh ar speredoù ivez (gouestl) „Komzoù a yaouankiz „a lare Ronan Huon, pa glasked toullañ kaoz war e zastumad barzhonegoù, chomet eo feal dezho avat e vuhez-pad. Ali ar re allEr bloavezh 1976 e oa bet adembannet an dastumad Evidon va-unan, ennañ ur barzhoneg nevez nemetken ar skluzioù (diell dornskrid + filmig ?)(1961) KanaouennoùUn doare da zreuzkas ar varzhoniezh eo kanañ ar barzhonegoù : n’eo ket stank barzhonegoù Ronan Huon bet lakaet sonerezh evite. Gant Pierre-Yves Moigne e oa bet savet sonerezh evit ar varzhoneg va steredenn (diell) Adkavet eo bet ganeomp ur vandenn vagnetek vihan warni an hevelep barzhoneg bet enrollet e neerlandeg er bloavezhioù 70.(diell enrolladenn) kollet ganeomp anv an arzourez avat, ra vezo digarezet. Gant Patric, ar c’haner okitanat e oa bet enrollet –diouzh e stumm -ar barzhoneg bez ez eus(enrolladenn) en okitaneg war ur bladenn er bloavezh1972 (confondetz pas). E 2011 bet engravet ur bladenn evit ar vugale gant Mona Jaouen ennañ ar barzhoneg va lezit da vont .Kaerañ tra eo da gomzoù ar barzh mont dreist d’e goulzad dezhañ. |
Da selaouConfondetz pas gant ar c'haner Patric : Va lezit da vont kanet gant Mona Jaouen : |