Skridoù Ronan Huon e yezhoù all
Troet eo bet skridoù Ronan Huon e kembraeg, e galleg, e saozneg, e neerlandeg. Ur varzhoneg bennak a zo bet troet en italianeg hag e poloneg. Setu amañ skridoù eo diaes kavout anezho tu pe du. storiau o'r llydaweg: istorioù e brezhonegStank eo bet an darempredoù etre Bro-gembre ha Breizh. Pa voe krouet Kamp etrekeltiek ar vrezhonegerien ( KEAV) e teuas krembreiz ha kembreadezed ingal bep bloaz da zeskiñ brezhoneg. Eno e ra Rita Morgan anaoudegezh gant Ronan huon, Per Denez, Naig Rozmor... ha tommañ a ra he c'halon ouzh ar Vretoned hag o yezh. Mignoned feal e chomint. Savet he deus un dezenn diwar-benn yezhadur ar brezhoneg-krenn hag ur geriadur kembraeg-brezhoneg ( geiriadur llydaweg-cymbraeg 1994). Kinniget he deus d'ar c'hembreiz un tañva eus lennegezh Breizh en un dastumad anvet storïaou o'r llydaweg (storïau tramor VIII , Embannadurioù Gwasg Gomer 1979) En touez ar skrivagnerien bet dibabet ganti emañ Ronan Huon.Troet eo bet gant Rita Morgan Williams un devezh glav ( Diwnnod gwlyb), Abardaez (diwedd y dydd) hag ur vaouez vihan gwenn he blev ( gwraig fach fitw...)gant Sylvia Morgan Barzhonegoù troet e gallegKalz berzh en devoa graet an datumad barzhonegoù bet troet e galleg gant Yann-Ber Piriou er bloavezh 1971 « Défense de cracher par terre et de parler breton" e anv. (embannadurioù P.J.Oswald) Ur spered a stourm a oa gant un toullad barzhonegoù ha gant ar c’hinnig e-unan :« D’hor bugale maro evit ar vro » proclament certains monuments de ce pays « à nos enfants morts pour la patrie ».Seul usage officiel d’une langue pour laquelle on avait préparé de belles funérailles." Un digarez eo bet evit an dud ne oant brezhonegerien d'ober anaouedegezh gant barzhed a veze bemdez war an dachenn, evit ar pep brasañ anezho,da zifenn o yezh ha tud o bro. Peder barzhoneg gant Ronan Huon a voe troet e galleg gant Y.B Piriou. (en dielloù) |
TroidigezhioùKembraeg :Saozneg :Nederlandeg :Galleg : |