Ronan
Huon

Ar gelaouenn Al Liamm

« Nous espérons que ce bulletin deviendra une grande revue ».E-giz-se e kroge pennad digeriñ niverenn gentañ ar gazetenn Ti-na Nog sinet diwar zorn PG, Pol ar Gouriereg, unan eus an daou vignon a grouas ar gazetennig e miz genver 1945 .Rak ur gelaouenn divyezhek e voe da gentañ . Ar mignon all a oa e anv Ronan Huon (R.Y.H) hag e brezhoneg e skrive : 

 

« E-kreiz ar reuz hag an dismantr en em c’houlenner petra eo deut da vezañ ar brezhoneg. E gwirionez ne ziskouez ket kalz beg e fri. En deiz a-vremañ n’eus koulz laret netra skrivet en hor yezh nemet e vije pennadoù politikel e « L’aurore » eus Penn ar Bed. Setu perak hon eus soñjet sevel un dastumadennig… Un tamm brezhonek a zo moulet. Dister eo, gwall zister eo zoken, met yaouank omp ha yaouankiz a zo goanag, goanag ha youl d’ober bemdez gwelloc’h…“

Na diaes eo kregiñ da stourm evit kas ar brezhoneg war-raok goude ar brezel. Gant Ar reuz hag an dismantr eo diaes d’ar yaouankiz kavout e hent gant ur stourm nevez . Rankout a ra ar gazetennig harpañ e-pad ur pennad e miz Here 1945 « Des difficultés matérielles nous ont interdit de faire paraître à temps notre numéro d’octobre novembre 1945.

C’est pourquoi nous devons nous borner, en cette fin d’année à publier une circulaire… Nous allons éditer un calendrier breton 1946 , qui sera adressé à nos souscripteurs. »Diwar neuze e voe savet un deiziadur-godell bep bloaz.

Ur gazetenn divyezhek e voe eta Tir na nog e-pad ur bloaz bennak met gant an doare nevez d'ar gelaouenn e 1946 ne voe ger galleg ebet ken er gazetenn ha stumm ur gwir kelaouenn ganti .

Hag e-keit-se

Al Liamm

E nevez amzer 1946 e voe savet e Pariz ar gelaouenn Al Liamm. Er c’helc’hioù keltiek «  Nevezadur », Ker Vreizh, Ti ar Vretoned ec’h en em gave Per ar Bihan (diell krouidigezh AL Liamm an emsav lennegel brezhonek...), Hag Andrev Latimier , e zanvez-pried Suzanna Drillet ha kalz Bretoned all. Ul liamm a felle dezho ober gant ar broioù keltiek «  Un tiegezh bras e oa Keltia ,ezhomm ‘zo eus ur strollad etrekeltiek. Ret eo studiañ ar c’hudennoù etrekeltiek, reiñ deskadurezh d’ar vretoned diwar-benn ar Gelted.. »( AL niv 310 p 408).

Goude an niverenn 6 e voe un emglev etre AL Liamm ha Tir na nog e 1947 da unaniñ an div gelaouenn.

Arroudenn ar gelaouenn a oa : pour un mouvement évoluer c’est vivre, se figer c’est mourir… War an divout-mañ , un emglev a zo bet divizet etre renerien ar gelaouenn Tir Na n-og ha ni : adalek niverenn c’hwec’h « Al Liamm », unanet e vo an div gelaouenn( AL niv 310 p 413)

Kened

«  E miz Mezheven 1946 e voe embannet e Roazhon, Kened, dastumadenn sevenadurel renet gant Per Denez hag Arzel Even. E dibenn ar bloaz, deut er-maez un eil niverenn , ez en emglev Per Denez gant Ronan Huon. Diwar neuze eo kendeuzet Kened gant Tir na n-og ha ne raio mui ar gelc’hgelaouenn-mañ nemet gant ar brezhoneg » ( Istor al lennegezh brezhoneg gant F.Elies Abeozen e-barzh lennegezh ar brezhoneg en XX vet kantved F. Favereau levrenn ).

 

Emañ anv Ronan Huon kostez ha kostez gant hini Per Denez da renerien (niv 3 rummad nevez genver-c’hwevrer 1947). Met adalek an niverenn 12-13 (miz genver Ebrel 1949) n’eus ket nemet anv Ronan Huon da rener hag hini Per ar Bihan da verour, hag eñ ur c’henlabourer feal e-pad ouzhpenn hanter-vloaz hag un den uvel. Kenlabourat a raio Per Denez e-pad bloavezhioù gant ar gelaouenn Tir-na nog ( niv 61 Al Liamm diwar-benn Hungaria da skouer e 1957) ha kenlabourat evit an embannadurioù war-lerc’h. ( Per Denez hag ar gelaouenn Tir na n-og niv 390 p16) Betek penn e labouro Ronan Huon, Andrev Latimier ha Per ar Bihan asambles.

levezon Gwalarn

Bras e chom levezon Gwalarn ha Roparz Hemon er bloavezhioù kentañ ha derc’hel a ra Kelc’h Gwalarn da ginnig an hent evit bezañ efedus (AL Tir na nog niv 8 paj 5 ha niv 10).

Gant ar vuhez modern hon eus war an dachenn-se da lakaat hor youl da stourm bemdeiz a-enep ar boaz hon laka da gomz ur yezh estren ha da vezañ zoken barrekoc’h er yezh-se.

Bezomp reizh en hor menozioù : ra ne vo ket ar brezhoneg hor yezh e komzoù hepken met er vuhez, setu ar gentel a rankomp bemdeiz kaout soñj anezho hag a zo bet kelennet e-pad ouzhpenn ugent vloaz gant Gwalarn hag a zo en hor pal kenderc’hel. (Ronan Huon AL Tir na nog niv 20 mae-mezheven 1950).

 

Met anat eo n’eo ket bet Ronan Huon, « ur blenier » e-giz m’eo bet Roparz Hemon, gantañ soñjoù resis, gouest ma oa hemañ da skrivañ ur romantigoù berr e brezhoneg eeun pe ur romant polis diwar an ezhomm… Ne oa ket tro-spered Ronan Huon, ne blije ket dezhañ, bezañ dalc’het en ur framm strizh. Broudañ an dud da skrivañ en deus bet c’hoant ober, e dachenn ne oa ket ar skiantoù met al lennegezh hepken, un dachenn a frankiz.

Al liamm: ur skol da zeskiñ skrivañ

Harp ar rummad kozh da gregiñ

Kemeret en deus perzh ar rummad « kozh » e buhez ar gelaouenn nevez , »deut ma oant da glask bod e-touesk ar re yaouank » ( istor lennegezh vrezhonek… p 190) Youenn Drezen, Abeozen, Yeun ar Gow, Frañsez Kervella, a skrivas ingal e-pad bloavezhioù ha rekouret e vo skipailh Al Liamm gant ar vrezhonegerien ampart-se. Tamallet eo bet gant lod ne vije ket bet graet un troc’h krenn gant ar rummad kozh-se. Kenlabourat a reas Ronan Huon ha Roparz Hemon ingal betek e varv. Met ne voe ket mui R.Hemon un henter, ur marc’h-labour e voe betek penn, avat.

Reiñ bod d’ar skrivagnerien yaouank

E-pad ouzhpenn hanter-kant vloaz eo bet ar gelaouenn Al Liamm , un dachenn m’o deus ar skrivagnerien yaouank bet an tu da dapout o lañs ha gwir eo kement-se en deiz hiziv c’hoazh.

E pennad digeriñ AL Liamm niv 48 (1955) e skriv Ronan Huon :

…« ret e vez ha ret e vo d’al lennerion kaout pasianted a-wechoù evit lenn pennadoù ar skrivagnerion yaouank a zo o teskiñ o micher pe a zispleg menozioù n’eur ket boas outo hag en ur stumm divoutin. Dever Al Liamm eo o c’halonekaat ha reiñ bod dezho. »

Un eienn a intrudu!

miz Genver-C'hwevrer 1954 

E traoñ  pajenn 49  Al Liamm  niverenn 42 ez eus kaoz eus ur gelaouenn nevez :  E miz c'hwevrer  e teu  er-maez an niverenn gentañ  eus ur gelaouenn nevez -liesskrivet- embannet gant Al Liamm : Hor yezh eo anvet, ha plediñ a ra gant ar yezhoniezh.Renet eo ar gelaouenn gant Arzel Even, ha se  a zo koulz ha lavarout e vo kavet kalz traoù plijus a-barzh...Derc'hel a ra ar gelaouenn renet gant Herve  Bihan,  da ginnig danvez liesseurt en deiz-hiziv.

miz du-kerzu 1954

Er bloavezh 1954  e lenner kement-mañ e notennoù niverenn 47 Al Liamm:  Ur gelaouenn nevez moulet gant Al Liamm. Abaoe un nebeut mizioù e oamp krog da brientiñ ar gelaouenn-se. Deut eo er-maez. Anvet eo bet " Ar Vro" hag graet eo dreist-holl evit ar re n'int ket evit lenn Al Liamm. Setu perak  ez eo skrivet en ur brezhoneg aes. Graet eo ivez evit brudañ Al Liamm e-touez an dud da lakaat an holl  da anavezout al levrioù a embannomp hag al labour  pouezhus a reomp evit ar yezh a  vez tavet warnañ gant ar c'helaouennoù "breizhek"...

 

Er bloavezh 1956

 Div bajennig savet gant tud yaouank bodet e kevredigezh ar vrezhonegerien yaouank a voe kinniget e penn diwezhañ ar gelaouenn Al Liamm.“Amañ e vezo embannet o menozioù ( menozioù ar re yaouank ndlr)hag o lizhiri ha spi am eus e vo a-du al lennerien evit reiñ, betek gwelet, ur bajennig d’ar re a vo Breizh Nevez. (Al Liamm niv 59 p79)En o zouez e oa Erwan Evenou, Yann-Ber Piriou, Ivona Konan, Mari-Elen Maze... Tud koshoc’h a oa raktresoù all gante, labourat war danvezioù nevez e brezhoneg gant ur yezh nevesaet, skipailh Preder ha SADED a voe roet bod d’o soñjoù er gelaouenn AL Liamm e-pad un toullad bloavezhioù.

Peadra da gaout fiziañs en dazont-se a soñj Abeozen :

« Deut eo a-benn Al Liamm da vodañ en-dro dezhañ ur pemp kant tiegezh bennak. Dre ma teu, unan hag unan , koumananterien nevez e tiskrog lod all, unan hag una ivez. N’int ket kalz niverusoc’h eget en-dro da Walarn. Amañ, avat ez eus e pep koumanter danvez, da nebeutañ, ur skrivagner. O ! ne dint ket holl, adal bremañ mailhed war al lennegezh. Nemet klask a reont sevel skridoù a bep seurt. Ret mat eo dezho deskiñ o micher a skrivagnerien vrezhonek en tu bennak ha ne weler nemet Al Liamm digor frank a-walc’h d’o youl vat da c’hortoz e roio dimp «  ar brezhoneg er skol «  deskarded skoliatet a-zoare ma vo gallet dibab etrezo war an taol-esa kentañ ( Abeozen istor lennegezh vrezhonek… p 214 embannadurioù Al Liamm 1957).

D’an ampoent ne oa ket stank ar c’helaouennoù e brezhoneg, kresket eo o niver en deiz hiziv, met nebeut anezho a zo troet gant al lennegezh.

Er bloavezh 1993  e lavare Tudual Huon ha Ronan Huon er " gerig a-raok" niv 278 : Ur c'halz eus ar re a vo kavet o skrid en niverenn-mañ  o deus bet desket skrivañ  brezhoneg a-drugarez da Skol Ober ha deut int da gompren  n'eo ket ur c'hoari aes kas ur skrid betek penn, reiñ lusk d'an darvoudoù, displegañ  o soñj fraezh hep luziañ betek re ar skrid.

Ha stank eo bet an dud o skrivañ er gelaouenn Al Liamm ouzhpenn 12OO anezho betek an deiz hiziv (lec’hienn AL).

Filip Oillo : E 1988, e oa deuet Ronan e darempred ganin, evit lavaret din e vefe embannet Apokalips 9, va danevell gentañ, war Al

Liamm. Na pegen fromet hag enoret e oan bet. Rak pa’m boa diskouezet an danevell-se da dTudu, ne oa ket em soñj embann anezhi, peogwir ne oa evidon ken nemet un doare poelladenn vrezhonek. Ha setu ma krogas ul lodenn nevez eus va buhez, a-drugarez da Ronan, rak roet en doa fiziañs din da skrivañ e brezhoneg. ( Al liamm niv 345 p94).

Yann Gerven : (lizher da Elen ar Meliner,gwreg Ronan Huon d’an 2/O7/2010)

Dleour on c’hoazh d’ho kwaz p’en doa broudet ac’hanon da vezañ trec’h war ma leziregezh dre-natur , panevetañ n’en bije ket skrivet kement ha ma’m eus graet, na tost….

Ne oa ket Ronan Huon un den da reiñ mel d’an dud gant al loa-bod met broudañ an dud da skrivañ en deus graet.

Al Liamm kelaouenn hag AL Liamm embannadurioù

E 1948 e voe embannet al levrioù kentañ gant an embannadurioù Al Liamm «  ar c’horf dindan treid va zad-kozh », gant Roparz Hemon, skrivet diwar un diviz strizh lakaet war sav gant ar skrivagner e-unan, skrivañ «  brezhoneg eeun ».

Diaes eo dispartiañ ar gelaouenn diouzh embannadurioù Al Liamm :er bloavezh 1957 e oa war ar stern embannadur Geotenn ar Werc’hez gant Jakez Riou, Amañ ha ahont , trede levr eñvorennoù Jarl Priel, Istor al lennegezh gant Abeozen ha tri levr bugale skeudennet .E niverenn 6O ar gelaouenn e ra Ronan Huon ur galv d’ar goumananterien ;

« Evel-just an holl embannadurioù-se ne vezont ket graet hep arc’hant. N’hon eus nemet hoc’h hini c’hwi koumananterien Al Liamm ha profourien. Spi hon eus e vo kavet mat ganeoc’h an implij a reomp anezhañ hag e kendalc’hot d’hor skoazellañ evit derc’hel bev ha lakaat da vevañ hol lennegezh da vevañ hag he spered broadel.

Goulenn a reomp diganeoc’h profourien 200.000lur. » (AL niv 60).

Al labour pemdez evit kas war-raok ar gelaouenn

divankañ

« Divankañ ar skridoù a oa al labour startañ, poaniusañ ha hirañ, sur.Skoazell en deveze Ronan Huon evit divankañ an notennoù digant Andrev Latimier, a oa evel an aotroù Klerg mestr war ar yezh . Gant ar skrivagnerien goshañ e veze nebeutoc’h a draoù da reizhañ hag a feur ma teue tud nevez, desket brezhoneg ganto, e oa startoc’h ar c’hoari… Bemdez e-pad 53 bloaz en doa Ronan Huon labouret, poaniet ha stourmet evit ar brezhoneg. » (diwar ur pennad diembann gant Tudual Huon)

E niv 278 Al Liamm  ( 1993)  e lavare Tudual  Huon en ur pennad-stur sinet asambles gant e dad ;" bez' e rank ar skrivagner (-erez) teurel pled ouzh levezon ar galleg a vez dalc'hmat oc'h  aloubiñ hor yezh, komzet pe skrivet e vefe, evel ma ra ar c'hinvi war ar vein kozh. Sioul e sil e vinim er skrid ha dall e vezer alies gant ar stank m'eo an touelloù strewet war an hent".

« Kennerzhañ, broudañ, brudañ, aesaat an darempredoù, met ivez barn, dibab, reizhañ. Ul labour divent, pa vo lavaret, a gas an embanner da benn hep damantiñ d’e boan. Betek an aberzh. Sed am eus dizoloet en ur studiañ al lizhiri hag an dornskridoù bet kaset gant ar skrivagner Reun Menez Keldreg (1914-1984) d’e embanner Ronan Huon (1922-2003). » (studiadenn darempredroù etre ar skrivagner hag an embanner gant Malo Bouessel Dubourg)

 

ha tabutal war ar yezh !

Da dabutal ha da glask sikan eo troet ar Vretoned a larer, n’eo ket aes kaout an tu da zivankañ ar skridoù evit laret gwir evel ma lavar Malo Boüessel Du Bourg en e studiadenn

Padal, petra a dalvez reizhañ ? Kempenn hervez ur reolenn. Met petra eo an norm ha gant piv e c’hell bezañ diazezet ? Aze emañ an dalc’h. Rak n’eus galloud emren ebet hag a vefe gouest da ginnig un dibab a-stroll. N’eus akademiezh ebet evit ar brezhoneg , anez e teufe tamm ha tamm Ofis ar Brezhoneg da sammañ ar c’harg-se. Souezhus eo pegen luziet e vez an arguzennoù yezhoniel hag ideologel peurvuiañ. Hervez an dazont bet raktreset d’ar yezh, ha diouzh ar roll bet merket dezhi, e vez graet dibaboù disheñvel... (darempredoù etre ar skrivagner hag an embanner gant Malo Boüessel Du Bourg p 4 2010)

 

Etre ar yezh lennek hag ar yezh poblek eo ar brezhoneg eeun a oa dibab Ronan Huon

« Da betra, end-eeun, e servijo al lennegezh ma n’eus den ebet evit he lenn ?Evit se eo ret dedennañ ar muiañ a Vretoned ma c’hellomp dre reiñ skridoù a c’hellont lenn ha kompren.Aze emañ pal al levrioù e brezhoneg a embannomp ha setu perak e soñjomp emañ ar gaou gant skrivagnerien yaouank’zo hag o deus savet ur yezh dezho o-unan…En ur gemer evel diazez yezh ar bobl eo hon eus ar muiañ a chañs da dostaat ouzh gwir spered ha gwir anien ar yezh… (lennegezh ha yezh AL niv 19 1950)

 

Bec’h a save a-wechoù gant lod skrivagnerien  :

Yeun ar Gow d’an 13 a viz Gwengolo 1955 :

« Gwelout a ran hoc’h eus embannet, war niverenn diweza Al Liamm, va barzhoneg «  pa vin maro » hag an droidigezh am eus grêt eus ur pennad gant E Guichard » Leor-mor Sant Tegoneg » Bennoz Doue deoc’h ! Hogen n’ouzon ket perak hoc’h eus kemmet traoù zo er skridoù-se ar ger Deon, e kerne a zo « fon » padal ez eo don « profon «  ar pez n’eo ket heñvel tamm ebet … Ho pezit ar vadelez da lakaat un errata war niverenn genta ar gelaouenn ma rit an enor din da genderc’hel da voula va skridoù e vefen laouen d’o gwelout embannet dres evel ma tiflukont diouzh va fluenn… N’eo ket evit ho feuka e lavaran kement-se deoc’h, met ne fell ket din e vefe grêt goap eus hor yez. »

 

Strishoc’h e teuas da vezañ Ronan Huon un tammig diwezhatoc’h gant ar c’hoant derc’hel gant ur yezh klasel ha tabut a voe ivez gant Goulc’han Kervella o klask derc’hel gant liv e vro en e skridoù pe gant Yann Gerven a ra a bep eil gant ar yezh lennek hag ar yezh pobl, pep hini o chom reut war e dach. Emglevioù a voe ranket kavout hag un tamm amzer a-wechoù da blaenaat an traoù ! E gwirionez e oa plijet-bras gant pinvidigezh geriaoueg ar rannyezhoù hag hegaset gant ar c’hoant skrivañ gerioù boutin en ur mod rannyezhel. Ha taer e veze an divizoù.

 

Eskemm

Ur bern lizhiri a veze kaset da Ronan Huon gant skrivagnerien :

Youenn Drezen ( 8 a viz Mezheven 1960)

« Goulenn a rit diganin sevel ha kas deoc’h kontadennoù peadra ober danvez ul levr a vefe embannet gant Al Liamm. Ne garfen ket gwelloc’h anat deoc’h ! Met displeget ‘meus sklaer ha fraez, a gred d’in, n’eo amañ, na klok na dereat va « neiz evit dozvi ». Ha neuze, eur wech c’hoaz, n’eus ket ac’hanon eur « paotr ar-short-stories » nemet berr-tre e vefent, evel ar re a sen gant Abeozen-Lann hag Herve-er gazetenn »La Bretagne » adalek ar bloavezh 1940 »

Jakez Konan (Laval des Rapides Bro Kanada) :

« Mil drugarez deoc’h evit an enor a rit din da voulañ va zammoù skridoù.Spi m’eus e vint plijet d’al lennerien…

Ha bet hoc’h eus ma fezhig c’hoari Un taol-strap ? A-ratozh em eus hen savet ar simplañ ‘meus gallet, ma vezo aes da c’hoari. Ha taolet hoc’h eus pled e c’halle rolloù an daou bolis bezañ c’hoariet gant … an daou laer ? Gant ar pezh-c’hoari ez eo bet fellet din ivez livañ ur bed ha n’eus ket bet stoket kalz outañ gant hol lennegezh betek-hen. »

 

Reun-Menez Keldreg : Goulenn a ra Ronan Huon outañ ha kalonekaet eo bet da genderc’hel

(da skrivañ) : Ya sur ! Ganeoc’h ! Fellout a rae din, ur mare zo bet, lezel da goztez pep tra, d’an nebeutañ evit an embann. Ho lizheroù o deus graet din vad kenañ kenañ. Koulskoude, embannet pe get, bremañ ne ran mui forzh, ha kenderc’hel a rin.(Darempredoù etre ar skrivagner hag an embanner gant Malo Bouessel Dubourg)

Roparz Hemon : Stank e veze al lizheroù etre Ronan Huon ha Roparz Hemon ivez met peurvuiañ e chome hemañ war tachenn al labour pa oant o-daou dalc’het gant mont war-raok gant o labour nemetken. Met ur wech bennak en deus bet displeget R.Hemon e sav-boent war al lennegezh : « 

da glozañ

Bet eo bet ar gelaouenn Al liamm ur broud gwirion e-kerz an 60 vloaz tremenet : roet he deus an tu da ouzhpenn 1200 skrivagner da embann o skridoù, da derriñ o habaskted evit lod. Labour ur strollad tud eo embann ur gazetenn bep eil miz, muioc’h eget al labour embann levrioù. A-bouez bras e oa Al Liamm er stourm sevenadurel betek ar bloavezhioù 7O pa ne oa koulz lâret ti-embann all ebet na kelaouenn lennegel all ebet estreget Brud « kelaouenn lennegel drimiziek Emgleo Breiz »bet savet e 1957.Goude-se eo deut stank an tiez-embann dreist-holl ha savet ez eus bet forzhig kelaouennoù liesseurt abaoe.

Aet eo er bloavezhioù 8O ar stourmerien, tud yaouank anezho, da lakaat o startijenn da stourm etrezek ar brezhoneg er skol kentoc’h, gant raktres Diwan hag ar skolioù diyezhek.En

En deiz-hiziv eo marteze gant ar c’hleweled emañ ar starjijenn da reneveziñ hor sell hag hon emzalc’h e-keñver hor yezh.

N’eo ket ken al lennegezh marc’h-blein ar stourm da zifenn hor yezh sur a-walc’h met lodek eo ar skrivagnerien, pa reont ul labour a basianted. N’int ket gwasket gant red ha lusk ar mediaoù ha dre se e c’hallont peurlipat o labour

Evit Ronan Huon e oa un dlead derc’hel gant ar gelaouenn ha chom divrall peogwir e oa ar gelaouenn Al Liamm ul liorzh da hadañ danvez skrivagnerien, frouezh evit an dazont. Chom a ra c’hoazh ar gelaouennAl Liamm en deiz hiziv ar pezh eo bet : un dachenn dispar evit an danvez-skrivagnerien dezho da gaout harp da vont pelloc’h .

Da selaou

: