Ronan
Huon

Barzhonegoù > Santadoù ar vuhez pemdez

Santadoù ar vuhez pemdez

Modern e oa torkad barzhonegoù Evidon va-unan dre o stumm met ar soñjoù treuzkaset dre enno a zo dic’hortoz evit an ampoent. Skeudenniñ kêr Vrest goude ar brezel « kêr n’he deus mui a ene evit komz ganin-me » hag ar vuhez ordinal n’eo ket diouzh stumm ar varzhed brezhoneger.

Diwar taolenn al levr barzhonegoù eo lakaet splann hag pegen lieseurt eo santadoù an den war an douar ha se en un doare personnel.
Livañ ar vuhez pemdez a ra Ronan Huon en ur mod eeun.

«  hag ez int aet da besketa
er poulloù,
war o jod, jod dous
an avel veure
(Taolenn)

Kement-se a adkaver en danevelloù bet skrivet gantañ diwezhatoc’h gant an deskrivañ spis eus munudoù ar pemdez.

[...] Mont a reont d’ar skol,
O sac’h dindan o brec’h,
Dic’hoarzh ha sirivus
Evel gwazed,
a-hed ar ruioù,
ar vugale. [...]
(Ar vugale)