Ronan
Huon

Barzhonegoù > barzhonegoù a stourm

barzhonegoù a stourm

Barzhonegoù a stourm a gaver en dastumad-mañ ivez pell eus rikamanoù an amzer gozh « En dastumad-mañ emañ holl boan-spered ar skrivagner brezhonek, ar ret m’eo dezhañ skrivañ en ur yezh o vervel, ur yezh hag a glasker lazhañ ha strivañ da ganañ»  (Y.B Piriou Le Monde -6 a viz Meurzh Frañsez Favereau istor al lennegezh 3)
« Re-bar int d’ur manifest » a lâr Frañsez.Favereau. Koll kalon a ra ar barzh « hag e talv ar boan derc’hel da gomz evel ma ran », doujañ d’ar re « o deus kredet c’hoazh pa droe pep tra fall » ha lakaat splann e soñj a-wel d’an holl.

Bez ez eus ar re a ra fougerezh (diell bez ez eus)
Hag ar re a chom sioul hag al labour.

Enne e santer an douetañs, an dispi en un endro hep brezhoneg, ar gêr vras. (evidon va-unan)
Rak komz a ran
Ur yezh ne oa ket va amezeg
Komz a ran evidon.
Etre Doue ha me
E laran a-wechoù :
« Hag-eñ e talv ar boan
Derc’hel da gomz
Evel ma ran ? »

N’eo ket enebiezh an endro divrezhonek a wask war spered ar barzh er bloavezhioù 50 hepken met enebiezh ar speredoù ivez (gouestl)
Ha bremañ ni zo aze, bugale,
E tren ar bed-o-vont,
E safar ar c’hunujennoù ruz
Hag ar c’hoarzhoù glas
E safar an disfiziañs
An dismegañs , ar gasoni

N’eo ket hep abeg ez eus un dek barzhoneg a oa bodet asambles gant an anv Bleunioù c’hwerv.

„Komzoù a yaouankiz „a lare Ronan Huon, pa glasked toullañ kaoz war e zastumad barzhonegoù, chomet eo feal dezho avat e vuhez-pad.