Ronan
Huon

Barzhonegoù > Ali ar re all

Ali ar re all

Er bloavezh 1976 e oa bet adembannet an dastumad Evidon va-unan, ennañ ur barzhoneg nevez nemetken ar skluzioù (diell dornskrid + filmig ?)(1961)
Fazioù yezh a oa en embannadur kentañ : En-dro da Ronan Huon e oa un nebeud mignoned, tud a fiziañs ha goulenn a reas o ali diganto. Kreñv e oa perzh ar veleien en emsav d’an ampoent ha bras o gouiziegezh. Evit an eil embannadur-se c’houlennas Ronan Huon e soñj digant Marsel Klerg,(diell) person Bulien ha rener Barr-Heol, « foutouilhek » un tamm met un den reizh, digant Maodez Glanndour (diell)Ar barzh meur doujet-tre ha digant Frañsez Kervella(diell), ul labourer bras hag un den a urzh. Diouzh o ali e voe graet. Labour sellus an embanner o doa graet evit Ronan Huon. Gant ar skouerioù da heul eo lakaet war-wel splann petra eo bet labour ar remziad tud yaouank-se, goude ar brezel ; betek penn int bet krouerien ha difazierien, labourerien ar pemdez.