Ronan
Huon

Barzhonegoù > Kanaouennoù

Kanaouennoù

Un doare da zreuzkas ar varzhoniezh eo kanañ ar barzhonegoù : n’eo ket stank barzhonegoù Ronan Huon bet lakaet sonerezh evite. Gant Pierre-Yves Moigne e oa bet savet sonerezh evit ar varzhoneg va steredenn (diell) Adkavet eo bet ganeomp ur vandenn vagnetek vihan warni an hevelep barzhoneg bet enrollet e neerlandeg er bloavezhioù 70.(diell enrolladenn) kollet ganeomp anv an arzourez avat, ra vezo digarezet.

Gant Patric, ar c’haner okitanat e oa bet enrollet –diouzh e stumm -ar barzhoneg bez ez eus(enrolladenn) en okitaneg war ur bladenn er bloavezh1972 (confondetz pas). E 2011 bet engravet ur bladenn evit ar vugale gant Mona Jaouen ennañ ar barzhoneg va lezit da vont .Kaerañ tra eo da gomzoù ar barzh mont dreist d’e goulzad dezhañ.