Ronan
Huon

E vuhez > Kelenner er bloavezh 47

Kelenner er bloavezh 47

Kelenner e voe Ronan Huon e Gwengamp da gentañ. Dispign a reas ul lod eus e bae kentañ da brenañ un daolenn bet livet gant Xavier de Langlais, unan eus ar seizh Breur, livour ha skrivagner.(diell skeudenn 47 + diell taolenn Langleiz) .E Gwengamp e kejas gant Polig Monjarret, Dorig le Voyer, Claudine Mazeas, Jef ar Penven... Seniñ bombard a rae gant kelc’h keltiek Gwengamp. Un torr a voe emichañs gant an dud-se, pa ne veze ket kalz a vrezhoneg gante. Diwar ar mank-se e teuas ar soñj da Ronan Huon, da Vefa De Bellaing,  ha da Langleiz sevel ur c’hamp da zeskiñ brezhoneg. E kamp Bodadeg ar sonerien e Sarzhav e 1947 e voe kemeret an diviz gante ( Al Liamm 345 p 64) sevel Kamp etrekeltiek ar Vrezhonegerien (KEAV) a zo en deiz hiziv c’hoazh bev-buhezek ha brudet mat pa’z eo ar staj nemetañ dre soubidigiezh.

Setu ar pezh a skrive diwar-benn krouidigezh KEAV : « E 1947 e oamp en em gavet e kamp ar BAS (Bodadeg Ar Sonerien) e Sarzhav. Ar c'hamp breizhat nemetañ e oa d'ar c'houlz-se. Eno e kelennen brezhoneg d'ar re a felle dezho. Hogen, ni, brezhonegerion, a gave deomp e oa re a c'halleg er c'hamp ha komzet hor boa a-gevret, Langleiz, Vefa de Bellaing ha me diwar-benn se. Deut e oa neuze d'hor soñj sevel ur c'hamp all ma vije e bal deskiñ ha komz hor yezh. Moarvat hor boa divizet meur a wech war ar gudenn. Em eñvor en em welen gant Vefa en tren o sevel raktresoù. Perak en tren ? N'ouzon ket, dre ma plij din an trenioù marteze. Vefa de Bellaing a lavar din avat e oa dindan ar gwez avaloù ! » Gwir pe get, er bloaz war-lerc'h, e 1948, e voe dalc'het kentañ Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion e Kleder, dindan renerezh Langleiz. (Diwar lec'hienn KEAV www.keav.org)