Ronan
Huon

E vuhez > Ur bloaz e Bro-Gembre

Ur bloaz e Bro-Gembre

Treuziñ a reas Ronan ar mor e miz Gwengolo 1947 da vont ur bloavezh da Vro-Gembre, e-giz skoazeller e Abertawe (Swansea). Ur bloavezh a-bouez e voe evit ar c’helenner yaouank : ur skouer eo evitañ ar stourm evit ar yezh e Bro-Gembre, lenn a ra forzh pegement, oberennoù skrivagnerien kembreat, saoz, ha sachet e voe e evezh gant ar c’hontadennoù berr. Ober a ra anaoudegezh gant ur bern emsaverien, kejañ a ra zoken gant e dad-kaer da zont, Louis ar Meliner harluet e Bro-Gembre,un nebeut bloavezhioù a-raok anavezout e zanvez-pried. Eno en deus bet skrivet ul lod-bras eus e gontadennoù kentañ.
Hag e-keit-se « Un emglev a vo graet etre Tir na n’og hag Al Liamm. Un emglev a lavaran, met e gwirionez n’eo tamm resis ebet an traoù ha Ronan a seblant fuloret ruz pa resev e bro Gembre niverenn 6 Al Liamm Tir-na-nog ! En ul lizher rust a-walc’h e tamall da dud Pariz bezañ kinniget an emglev evel ma vije evit saveteiñ Tir na n’og, pa n’eo ket gwir tamm ebet an dra-se… A-benn ar fin ez eo bet plaenaet an traoù, n’ouzon ket re penaos. Hag an div gelaouenn a zo chomet kenstag evit atav. » (prezegenn Elen Huon, e wreg, d'an 30/03/2008 da geñver  gouel al lennegezh, kendael aozet e Kemper gant Aber, kelaouenn lennegel ) ha (diell Per ar Bihan AL 345 p 80).