Hag e-keit-se
Al Liamm
E nevez amzer 1946 e voe savet e Pariz ar gelaouenn Al Liamm. Er c’helc’hioù keltiek « Nevezadur », Ker Vreizh, Ti ar Vretoned ec’h en em gave Per ar Bihan (diell krouidigezh AL Liamm an emsav lennegel brezhonek...), Hag Andrev Latimier , e zanvez-pried Suzanna Drillet ha kalz Bretoned all. Ul liamm a felle dezho ober gant ar broioù keltiek « Un tiegezh bras e oa Keltia ,ezhomm ‘zo eus ur strollad etrekeltiek. Ret eo studiañ ar c’hudennoù etrekeltiek, reiñ deskadurezh d’ar vretoned diwar-benn ar Gelted.. »( AL niv 310 p 408).
Goude an niverenn 6 e voe un emglev etre AL Liamm ha Tir na nog e 1947 da unaniñ an div gelaouenn.
Arroudenn ar gelaouenn a oa : pour un mouvement évoluer c’est vivre, se figer c’est mourir… War an divout-mañ , un emglev a zo bet divizet etre renerien ar gelaouenn Tir Na n-og ha ni : adalek niverenn c’hwec’h « Al Liamm », unanet e vo an div gelaouenn( AL niv 310 p 413)
Kened
« E miz Mezheven 1946 e voe embannet e Roazhon, Kened, dastumadenn sevenadurel renet gant Per Denez hag Arzel Even. E dibenn ar bloaz, deut er-maez un eil niverenn , ez en emglev Per Denez gant Ronan Huon. Diwar neuze eo kendeuzet Kened gant Tir na n-og ha ne raio mui ar gelc’hgelaouenn-mañ nemet gant ar brezhoneg » ( Istor al lennegezh brezhoneg gant F.Elies Abeozen e-barzh lennegezh ar brezhoneg en XX vet kantved F. Favereau levrenn ).
Emañ anv Ronan Huon kostez ha kostez gant hini Per Denez da renerien (niv 3 rummad nevez genver-c’hwevrer 1947). Met adalek an niverenn 12-13 (miz genver Ebrel 1949) n’eus ket nemet anv Ronan Huon da rener hag hini Per ar Bihan da verour, hag eñ ur c’henlabourer feal e-pad ouzhpenn hanter-vloaz hag un den uvel. Kenlabourat a raio Per Denez e-pad bloavezhioù gant ar gelaouenn Tir-na nog ( niv 61 Al Liamm diwar-benn Hungaria da skouer e 1957) ha kenlabourat evit an embannadurioù war-lerc’h. ( Per Denez hag ar gelaouenn Tir na n-og niv 390 p16) Betek penn e labouro Ronan Huon, Andrev Latimier ha Per ar Bihan asambles.