Al liamm: ur skol da zeskiñ skrivañ
Harp ar rummad kozh da gregiñ
Kemeret en deus perzh ar rummad « kozh » e buhez ar gelaouenn nevez , »deut ma oant da glask bod e-touesk ar re yaouank » ( istor lennegezh vrezhonek… p 190) Youenn Drezen, Abeozen, Yeun ar Gow, Frañsez Kervella, a skrivas ingal e-pad bloavezhioù ha rekouret e vo skipailh Al Liamm gant ar vrezhonegerien ampart-se. Tamallet eo bet gant lod ne vije ket bet graet un troc’h krenn gant ar rummad kozh-se. Kenlabourat a reas Ronan Huon ha Roparz Hemon ingal betek e varv. Met ne voe ket mui R.Hemon un henter, ur marc’h-labour e voe betek penn, avat.
Reiñ bod d’ar skrivagnerien yaouank
E-pad ouzhpenn hanter-kant vloaz eo bet ar gelaouenn Al Liamm , un dachenn m’o deus ar skrivagnerien yaouank bet an tu da dapout o lañs ha gwir eo kement-se en deiz hiziv c’hoazh.
E pennad digeriñ AL Liamm niv 48 (1955) e skriv Ronan Huon :
…« ret e vez ha ret e vo d’al lennerion kaout pasianted a-wechoù evit lenn pennadoù ar skrivagnerion yaouank a zo o teskiñ o micher pe a zispleg menozioù n’eur ket boas outo hag en ur stumm divoutin. Dever Al Liamm eo o c’halonekaat ha reiñ bod dezho. »
Un eienn a intrudu!
miz Genver-C'hwevrer 1954
E traoñ pajenn 49 Al Liamm niverenn 42 ez eus kaoz eus ur gelaouenn nevez : E miz c'hwevrer e teu er-maez an niverenn gentañ eus ur gelaouenn nevez -liesskrivet- embannet gant Al Liamm : Hor yezh eo anvet, ha plediñ a ra gant ar yezhoniezh.Renet eo ar gelaouenn gant Arzel Even, ha se a zo koulz ha lavarout e vo kavet kalz traoù plijus a-barzh...Derc'hel a ra ar gelaouenn renet gant Herve Bihan, da ginnig danvez liesseurt en deiz-hiziv.
miz du-kerzu 1954
Er bloavezh 1954 e lenner kement-mañ e notennoù niverenn 47 Al Liamm: Ur gelaouenn nevez moulet gant Al Liamm. Abaoe un nebeut mizioù e oamp krog da brientiñ ar gelaouenn-se. Deut eo er-maez. Anvet eo bet " Ar Vro" hag graet eo dreist-holl evit ar re n'int ket evit lenn Al Liamm. Setu perak ez eo skrivet en ur brezhoneg aes. Graet eo ivez evit brudañ Al Liamm e-touez an dud da lakaat an holl da anavezout al levrioù a embannomp hag al labour pouezhus a reomp evit ar yezh a vez tavet warnañ gant ar c'helaouennoù "breizhek"...
Er bloavezh 1956
Div bajennig savet gant tud yaouank bodet e kevredigezh ar vrezhonegerien yaouank a voe kinniget e penn diwezhañ ar gelaouenn Al Liamm.“Amañ e vezo embannet o menozioù ( menozioù ar re yaouank ndlr)hag o lizhiri ha spi am eus e vo a-du al lennerien evit reiñ, betek gwelet, ur bajennig d’ar re a vo Breizh Nevez. (Al Liamm niv 59 p79)En o zouez e oa Erwan Evenou, Yann-Ber Piriou, Ivona Konan, Mari-Elen Maze... Tud koshoc’h a oa raktresoù all gante, labourat war danvezioù nevez e brezhoneg gant ur yezh nevesaet, skipailh Preder ha SADED a voe roet bod d’o soñjoù er gelaouenn AL Liamm e-pad un toullad bloavezhioù.
Peadra da gaout fiziañs en dazont-se a soñj Abeozen :
« Deut eo a-benn Al Liamm da vodañ en-dro dezhañ ur pemp kant tiegezh bennak. Dre ma teu, unan hag unan , koumananterien nevez e tiskrog lod all, unan hag una ivez. N’int ket kalz niverusoc’h eget en-dro da Walarn. Amañ, avat ez eus e pep koumanter danvez, da nebeutañ, ur skrivagner. O ! ne dint ket holl, adal bremañ mailhed war al lennegezh. Nemet klask a reont sevel skridoù a bep seurt. Ret mat eo dezho deskiñ o micher a skrivagnerien vrezhonek en tu bennak ha ne weler nemet Al Liamm digor frank a-walc’h d’o youl vat da c’hortoz e roio dimp « ar brezhoneg er skol « deskarded skoliatet a-zoare ma vo gallet dibab etrezo war an taol-esa kentañ ( Abeozen istor lennegezh vrezhonek… p 214 embannadurioù Al Liamm 1957).
D’an ampoent ne oa ket stank ar c’helaouennoù e brezhoneg, kresket eo o niver en deiz hiziv, met nebeut anezho a zo troet gant al lennegezh.
Er bloavezh 1993 e lavare Tudual Huon ha Ronan Huon er " gerig a-raok" niv 278 : Ur c'halz eus ar re a vo kavet o skrid en niverenn-mañ o deus bet desket skrivañ brezhoneg a-drugarez da Skol Ober ha deut int da gompren n'eo ket ur c'hoari aes kas ur skrid betek penn, reiñ lusk d'an darvoudoù, displegañ o soñj fraezh hep luziañ betek re ar skrid.
Ha stank eo bet an dud o skrivañ er gelaouenn Al Liamm ouzhpenn 12OO anezho betek an deiz hiziv (lec’hienn AL).
Filip Oillo : E 1988, e oa deuet Ronan e darempred ganin, evit lavaret din e vefe embannet Apokalips 9, va danevell gentañ, war Al
Liamm. Na pegen fromet hag enoret e oan bet. Rak pa’m boa diskouezet an danevell-se da dTudu, ne oa ket em soñj embann anezhi, peogwir ne oa evidon ken nemet un doare poelladenn vrezhonek. Ha setu ma krogas ul lodenn nevez eus va buhez, a-drugarez da Ronan, rak roet en doa fiziañs din da skrivañ e brezhoneg. ( Al liamm niv 345 p94).
Yann Gerven : (lizher da Elen ar Meliner,gwreg Ronan Huon d’an 2/O7/2010)
Dleour on c’hoazh d’ho kwaz p’en doa broudet ac’hanon da vezañ trec’h war ma leziregezh dre-natur , panevetañ n’en bije ket skrivet kement ha ma’m eus graet, na tost….
Ne oa ket Ronan Huon un den da reiñ mel d’an dud gant al loa-bod met broudañ an dud da skrivañ en deus graet.