Al Liamm kelaouenn hag AL Liamm embannadurioù
E 1948 e voe embannet al levrioù kentañ gant an embannadurioù Al Liamm « ar c’horf dindan treid va zad-kozh », gant Roparz Hemon, skrivet diwar un diviz strizh lakaet war sav gant ar skrivagner e-unan, skrivañ « brezhoneg eeun ».
Diaes eo dispartiañ ar gelaouenn diouzh embannadurioù Al Liamm :er bloavezh 1957 e oa war ar stern embannadur Geotenn ar Werc’hez gant Jakez Riou, Amañ ha ahont , trede levr eñvorennoù Jarl Priel, Istor al lennegezh gant Abeozen ha tri levr bugale skeudennet .E niverenn 6O ar gelaouenn e ra Ronan Huon ur galv d’ar goumananterien ;
« Evel-just an holl embannadurioù-se ne vezont ket graet hep arc’hant. N’hon eus nemet hoc’h hini c’hwi koumananterien Al Liamm ha profourien. Spi hon eus e vo kavet mat ganeoc’h an implij a reomp anezhañ hag e kendalc’hot d’hor skoazellañ evit derc’hel bev ha lakaat da vevañ hol lennegezh da vevañ hag he spered broadel.
Goulenn a reomp diganeoc’h profourien 200.000lur. » (AL niv 60).