Al labour pemdez evit kas war-raok ar gelaouenn
divankañ
« Divankañ ar skridoù a oa al labour startañ, poaniusañ ha hirañ, sur.Skoazell en deveze Ronan Huon evit divankañ an notennoù digant Andrev Latimier, a oa evel an aotroù Klerg mestr war ar yezh . Gant ar skrivagnerien goshañ e veze nebeutoc’h a draoù da reizhañ hag a feur ma teue tud nevez, desket brezhoneg ganto, e oa startoc’h ar c’hoari… Bemdez e-pad 53 bloaz en doa Ronan Huon labouret, poaniet ha stourmet evit ar brezhoneg. » (diwar ur pennad diembann gant Tudual Huon)
E niv 278 Al Liamm ( 1993) e lavare Tudual Huon en ur pennad-stur sinet asambles gant e dad ;" bez' e rank ar skrivagner (-erez) teurel pled ouzh levezon ar galleg a vez dalc'hmat oc'h aloubiñ hor yezh, komzet pe skrivet e vefe, evel ma ra ar c'hinvi war ar vein kozh. Sioul e sil e vinim er skrid ha dall e vezer alies gant ar stank m'eo an touelloù strewet war an hent".
« Kennerzhañ, broudañ, brudañ, aesaat an darempredoù, met ivez barn, dibab, reizhañ. Ul labour divent, pa vo lavaret, a gas an embanner da benn hep damantiñ d’e boan. Betek an aberzh. Sed am eus dizoloet en ur studiañ al lizhiri hag an dornskridoù bet kaset gant ar skrivagner Reun Menez Keldreg (1914-1984) d’e embanner Ronan Huon (1922-2003). » (studiadenn darempredroù etre ar skrivagner hag an embanner gant Malo Bouessel Dubourg)
ha tabutal war ar yezh !
Da dabutal ha da glask sikan eo troet ar Vretoned a larer, n’eo ket aes kaout an tu da zivankañ ar skridoù evit laret gwir evel ma lavar Malo Boüessel Du Bourg en e studiadenn
Padal, petra a dalvez reizhañ ? Kempenn hervez ur reolenn. Met petra eo an norm ha gant piv e c’hell bezañ diazezet ? Aze emañ an dalc’h. Rak n’eus galloud emren ebet hag a vefe gouest da ginnig un dibab a-stroll. N’eus akademiezh ebet evit ar brezhoneg , anez e teufe tamm ha tamm Ofis ar Brezhoneg da sammañ ar c’harg-se. Souezhus eo pegen luziet e vez an arguzennoù yezhoniel hag ideologel peurvuiañ. Hervez an dazont bet raktreset d’ar yezh, ha diouzh ar roll bet merket dezhi, e vez graet dibaboù disheñvel... (darempredoù etre ar skrivagner hag an embanner gant Malo Boüessel Du Bourg p 4 2010)
Etre ar yezh lennek hag ar yezh poblek eo ar brezhoneg eeun a oa dibab Ronan Huon
« Da betra, end-eeun, e servijo al lennegezh ma n’eus den ebet evit he lenn ?Evit se eo ret dedennañ ar muiañ a Vretoned ma c’hellomp dre reiñ skridoù a c’hellont lenn ha kompren.Aze emañ pal al levrioù e brezhoneg a embannomp ha setu perak e soñjomp emañ ar gaou gant skrivagnerien yaouank’zo hag o deus savet ur yezh dezho o-unan…En ur gemer evel diazez yezh ar bobl eo hon eus ar muiañ a chañs da dostaat ouzh gwir spered ha gwir anien ar yezh… (lennegezh ha yezh AL niv 19 1950)
Bec’h a save a-wechoù gant lod skrivagnerien :
Yeun ar Gow d’an 13 a viz Gwengolo 1955 :
« Gwelout a ran hoc’h eus embannet, war niverenn diweza Al Liamm, va barzhoneg « pa vin maro » hag an droidigezh am eus grêt eus ur pennad gant E Guichard » Leor-mor Sant Tegoneg » Bennoz Doue deoc’h ! Hogen n’ouzon ket perak hoc’h eus kemmet traoù zo er skridoù-se ar ger Deon, e kerne a zo « fon » padal ez eo don « profon « ar pez n’eo ket heñvel tamm ebet … Ho pezit ar vadelez da lakaat un errata war niverenn genta ar gelaouenn ma rit an enor din da genderc’hel da voula va skridoù e vefen laouen d’o gwelout embannet dres evel ma tiflukont diouzh va fluenn… N’eo ket evit ho feuka e lavaran kement-se deoc’h, met ne fell ket din e vefe grêt goap eus hor yez. »
Strishoc’h e teuas da vezañ Ronan Huon un tammig diwezhatoc’h gant ar c’hoant derc’hel gant ur yezh klasel ha tabut a voe ivez gant Goulc’han Kervella o klask derc’hel gant liv e vro en e skridoù pe gant Yann Gerven a ra a bep eil gant ar yezh lennek hag ar yezh pobl, pep hini o chom reut war e dach. Emglevioù a voe ranket kavout hag un tamm amzer a-wechoù da blaenaat an traoù ! E gwirionez e oa plijet-bras gant pinvidigezh geriaoueg ar rannyezhoù hag hegaset gant ar c’hoant skrivañ gerioù boutin en ur mod rannyezhel. Ha taer e veze an divizoù.
Eskemm
Ur bern lizhiri a veze kaset da Ronan Huon gant skrivagnerien :
Youenn Drezen ( 8 a viz Mezheven 1960)
« Goulenn a rit diganin sevel ha kas deoc’h kontadennoù peadra ober danvez ul levr a vefe embannet gant Al Liamm. Ne garfen ket gwelloc’h anat deoc’h ! Met displeget ‘meus sklaer ha fraez, a gred d’in, n’eo amañ, na klok na dereat va « neiz evit dozvi ». Ha neuze, eur wech c’hoaz, n’eus ket ac’hanon eur « paotr ar-short-stories » nemet berr-tre e vefent, evel ar re a sen gant Abeozen-Lann hag Herve-er gazetenn »La Bretagne » adalek ar bloavezh 1940 »
Jakez Konan (Laval des Rapides Bro Kanada) :
« Mil drugarez deoc’h evit an enor a rit din da voulañ va zammoù skridoù.Spi m’eus e vint plijet d’al lennerien…
Ha bet hoc’h eus ma fezhig c’hoari Un taol-strap ? A-ratozh em eus hen savet ar simplañ ‘meus gallet, ma vezo aes da c’hoari. Ha taolet hoc’h eus pled e c’halle rolloù an daou bolis bezañ c’hoariet gant … an daou laer ? Gant ar pezh-c’hoari ez eo bet fellet din ivez livañ ur bed ha n’eus ket bet stoket kalz outañ gant hol lennegezh betek-hen. »
Reun-Menez Keldreg : Goulenn a ra Ronan Huon outañ ha kalonekaet eo bet da genderc’hel
(da skrivañ) : Ya sur ! Ganeoc’h ! Fellout a rae din, ur mare zo bet, lezel da goztez pep tra, d’an nebeutañ evit an embann. Ho lizheroù o deus graet din vad kenañ kenañ. Koulskoude, embannet pe get, bremañ ne ran mui forzh, ha kenderc’hel a rin.(Darempredoù etre ar skrivagner hag an embanner gant Malo Bouessel Dubourg)
Roparz Hemon : Stank e veze al lizheroù etre Ronan Huon ha Roparz Hemon ivez met peurvuiañ e chome hemañ war tachenn al labour pa oant o-daou dalc’het gant mont war-raok gant o labour nemetken. Met ur wech bennak en deus bet displeget R.Hemon e sav-boent war al lennegezh : «