Ronan
Huon

Ar gelaouenn Al Liamm > da glozañ

da glozañ

Bet eo bet ar gelaouenn Al liamm ur broud gwirion e-kerz an 60 vloaz tremenet : roet he deus an tu da ouzhpenn 1200 skrivagner da embann o skridoù, da derriñ o habaskted evit lod. Labour ur strollad tud eo embann ur gazetenn bep eil miz, muioc’h eget al labour embann levrioù. A-bouez bras e oa Al Liamm er stourm sevenadurel betek ar bloavezhioù 7O pa ne oa koulz lâret ti-embann all ebet na kelaouenn lennegel all ebet estreget Brud « kelaouenn lennegel drimiziek Emgleo Breiz »bet savet e 1957.Goude-se eo deut stank an tiez-embann dreist-holl ha savet ez eus bet forzhig kelaouennoù liesseurt abaoe.

Aet eo er bloavezhioù 8O ar stourmerien, tud yaouank anezho, da lakaat o startijenn da stourm etrezek ar brezhoneg er skol kentoc’h, gant raktres Diwan hag ar skolioù diyezhek.En

En deiz-hiziv eo marteze gant ar c’hleweled emañ ar starjijenn da reneveziñ hor sell hag hon emzalc’h e-keñver hor yezh.

N’eo ket ken al lennegezh marc’h-blein ar stourm da zifenn hor yezh sur a-walc’h met lodek eo ar skrivagnerien, pa reont ul labour a basianted. N’int ket gwasket gant red ha lusk ar mediaoù ha dre se e c’hallont peurlipat o labour

Evit Ronan Huon e oa un dlead derc’hel gant ar gelaouenn ha chom divrall peogwir e oa ar gelaouenn Al Liamm ul liorzh da hadañ danvez skrivagnerien, frouezh evit an dazont. Chom a ra c’hoazh ar gelaouennAl Liamm en deiz hiziv ar pezh eo bet : un dachenn dispar evit an danvez-skrivagnerien dezho da gaout harp da vont pelloc’h .