skrivañ
Penaos e laboure Ronan Huon ? Evit skrivañ e ranke kaout sioulder war e dro . Dastum a rae menozioù a-hed an amzer war dammoù paper a bep seurt, war karnedoù bihan diechu , bodet goude-se e dosieroù mesk-ha-mesk, en disurzh bras! Awenet eo bet gant e veajoù e Breizh-Veur hag ar wech m’eo bet aet d’ar Stadoù Unanet. –daoust ma ne oa ket ur gwall beajer-
War dorn-skrid ar gontadenn ar gwez avaloù e skriv « ar gontadenn-mañ a zo bet savet em gwele siferniet e-pad ur c’hoñje 8 deiz. Kroget eo bet d’al lun 23 a viz C’hwevrer 1959 .En ur lenn cloudburst gant Bates (saozneg ) ez eo deut da soñj din skrivañ ar gontadenn-se. Savet eo bet e tri deiz, lun, meurzh, merc’her. D’ar merc’her em eus kroget d’he skriverezañ em gwele. Echu d’ar gwener 27.“