Ronan
Huon

Konchennoù… Kontadennoù… Danevelloù > Goude ar brezel 39-45

Goude ar brezel 39-45

Dont a ra ur rummad tud yaouank leun a intrudu war an dachenn goude ar brezel, Per Denez, Ronan Huon, Youenn Olier, Per ar Bihan, Andrev Latimier en o-zouez. Dieuboc’h o spered evit ar re a oa en o-raok, pa n’int ket bet paket koulz lâret e meskailh ar brezel. Gant ar memes pal ez eont ha re Walarn koulskoude « Derc’hel a reomp da soñjal hon eus da stourm evit gwellaat n’eo ket hepken stad hor yezh met ivez buhez speredel ha danvezel hor pobl. E peb bro a glask sevel eo bet ret addihuniñ an dud bet lakaet da gousket gant gwaskerien pe fals-profeted » (AL niv 67 Ronan huon Ebrel 58).

Kemmet eo ar vuhez un tamm mat avat, tud yaouank int , kêriz, studierien anezho. N’eo ket an hevelep spered a zo gant ar yaouankizoù : an danevelloù a skrivint diwar-neuze a vo evit ar peb brasañ anezho liammet gant buhez ker. Ne gomz ket ar c’heriz brezhoneg.