Ronan
Huon

E vuhez > An ti-embann

An ti-embann

Kelenner e voe Ronan Huon e Landerne, e Kemper hag e Brest azalek 1950 betek e leve. Dimeziñ a reas e miz Gwengolo 1950 gant Elen ar Meliner, (diell skeudenn 1954) nizez da Loeiz Herrieu ( e penn ar gelaouenn Dihunamb) ha Loeiza ar Meliner (bet skrivet ganti ar Bont ar Velin - kentañ mouladur e 1938 Dihunamb Le Bayon-Roger- eil moulladur éditions Anagrammes). Pevar paotr o devoe, Gwennael,Tudual, Herve ha Riwal hag o sevel a rejont diouzh mennoz ar rummad emsaverien yaouank-se, e brezhoneg penn da benn. Emsaverien e oant er gêr ivez ar peb brasañ anezho ! E St Mark e Brest e oant o chom hag eno emañ Elen o chom c’hoazh.

Kelenn a reas brezhoneg e-pad meur a vloaz ouzhpenn e amzer labour.

E-kerz ar bloavezhioù-se e rae Ronan Huon skol-noz pa oa ar c’houblad yaouank o chom ru de la République e Brest. C’hoari-pezh a reas ivez gant e vignon Herri Leon : Un den a netra gant Roparz Hemon a voe c’hoariet en o ranndi hag e daou lec’h all dirak un nebeut tud.

Diskleriet e voe an ti-embann Al Liamm en un doare ofisiel er bloavezh 1957 met er bloavezh 48 e voe embannet al levrioù kentañ, ar c’horf dindan treid va zad-kozh ha Goavan hag an den gwer gant Roparz Hemon.(rann ti-embann Al Liamm) Ar gelaouenn AL Liamm bep eil miz hag an ti embann a voe diwar neuze e vuhez ha ne oa vakañsoù ebet da gaout koulz laret; bras e oa ar samm. Un doare e oa ar gelaouenn Al Liamm da roiñ an tu da skrivagnerien yaouank da zeskiñ ar vicher ha d’o broudañ da vont pelloc’h. Mil daou c’hant den bennak o deus bet skrivet er gelaouenn en 60 vloaz diwezhañ-mañ !(lec’hienn AL) Da reiñ boued-spered d’ar vrezhonegerien lennek e voe talvoudus-bras embannadurioù Al Liamm etre ar bloavezhioù 50 ha 8O. 300 levr war-dro a zo bet embannet etre 1948 hag ar bloavezh 2OOO. E wreg Elen a rae war-dro ar c’hontoù. Janed Queille hag Elen a labouras e-pad bloavezhioù da gas levrioù diwar ar goulennoù dre lizher. Muioc’h a vec’h a voe c’hoazh war o choug pa zeuas Yann Goasdoue ( bet e penn Coop Breizh goude-se) da veajour-kenwerzh evit embannadurioù Al Liamm. Toullet e oa an hent gant Ronan Huon hag e genlabourerien hag ez ejont gantañ hep termal.