An Irin Glas hag ur vouezh er vorenn
Troet e oa bet un toullad danevelloù e brezhoneg gant Ronan Huon a-raok ma n’em lakfe da skrivañ da vat.
E niverenn 59 Al Liamm er bloavezh 1955 e voe embannet ar gontadenn gentañ « en tren »(diell dorn skrid).
Ar pezh a deu war wel er rummad danevelloù Ronan Huon an Irin glas (diell golo) bet embannet e 1966 eo an dud hag o ene, o diabarzh o voudal en ur bed brezhoneger pe get. Istor an hinienn a vez kontet gantañ kentoc’h eget hini ar gevredigezh m’emañ o vevañ ennañ. Nebeut a zarvoudoù kreñv, gant munudoù e kompren al lenner tro-spered an dudenn. Savet en doa ur studiadenn skol-Veur er bloavezh 1977. Ennañ e rae al liamm etre ar marvailh hag an danevell vodern.
« Tri zra a zo pouezhus hervez Ronan Huon en un danevell vodern : an dud, an aergelc’h ha krennadur ar gontadenn.
An dud eo eta a zo pouezus. Alies dreist-holl en danevell predig-amzer, e pouez ar skrivagner nebeutoc’h war an darvoudoù eget war stad an ene, ar santadurioù hag an trivliadoù.
Ur perzh pouezus-tre en danevell a-vremañ eo an aergelc’h hag a glot gant stad ene an dud(…) tizhet e vez an aergelc’h-se e meur a zoare dreist-holl dre daolenniñ an tro-war-drioù…
Unan eus perzhioù bras an danevell a zo ar c’hrennadur : diwallet e vez da reiñ re a zisplegadennoù diezhomm… en danevell vodern e vez damlavaret pep tra ha lezet e vez al lenner da zivinout pe zoken da ijinañ(…) daoust ma’z eo psikologel an danevell ne vez ket graet displegadurioù hir o taolennañ pe o tiskouez stad ene an dud. Diskouezhet e vez dre ar jestroù, an doare bezañ, dre an diavez hag ar c’horf pe dre gomzoù an tudennoù.