Ronan
Huon

embannadurioù Al Liamm > prenadenn levrioù Skridoù Breizh

prenadenn levrioù Skridoù Breizh

Prenadenn levrioù brezhonek Skridoù Breizh gant sikour ur rouedad mignoned

 

D’an 13 a viz Gouere 1958 e pae Ronan Huon 14.OOO lur d’an aotroù Goinard evit prenañ stok levrioù brezhonek an ti embann Skridoù Breizh (diell levrioù Skridoù Breizh). War e leve e oa hemañ o vont hag al levrioù a oa da vezañ kaset d’ar pilouer.

Pa oa berr an arc'hant d'ar poent-se eo a-drugarez d'ur rouedad mignoned e voe tu da brenañ al levrioù-se.

Lod all e-giz Fransez Kervella ha Maodez Glanndour a brenas o levrioù digant Skridoù Breizh hag o gwerzhañ a rejont tamm ha tamm da embannadurioù AL Liamm.Ivona Martin, kenlabourerez da Roparz Hemon a brenas stok levr Meven Mordiern: Notennoù diwar-benn ar Gelted kozh (1944). Gant ar brenadenn-se e voe fonnusoc'h al levrioù kinniget war katalog AL Liamm.