Ronan
Huon

embannadurioù Al Liamm > Brokusted an emsaverien

Brokusted an emsaverien

Meur a emsaver, un tamm aes gante, a brestas arc'hant da embannadurioù Al Liamm betek ar bloavezhioù 70.

Brokus e oa lod eus ar skrivagnerien evit diorren an ti-embann nemetañ a oa d'an ampoent. "... Pa voe aozet an telefilm diwar an danevell "Mona" evit Breiz o veva war FR3 e 1981 e roas Reun Menez Keldreg e holl wirioù ( 1560 lur) da Al Liamm. Diouzh kement a vrokusted e sav darempred kreñv ha don ha mignoniezh wirion"(darempredoù etre ar skrivagner hag an embanner en ur yezh vinorel - Reun Menez Keldreg ha Ronan Huon p 11 ).

Dichakodañ e arc'hant personel a reas Reun Ar Gleo pa oa e c'hoant kas da benn embann koustus ar geriadur bras bet savet gantañ (1O levrenn bet embannet etre 1983 ha 1994).

Lod mignoned all, frank al lojeiz gante a ginnige bod d'ar c'hasedadoù levrioù nevez moulet, da c'hortoz e vefent gwerzhet.