Ronan
Huon

Skridoù Ronan Huon e yezhoù all > storiau o'r llydaweg: istorioù e brezhoneg

storiau o'r llydaweg: istorioù e brezhoneg

Stank eo bet an darempredoù etre Bro-gembre ha Breizh. Pa voe krouet Kamp etrekeltiek ar vrezhonegerien ( KEAV) e teuas krembreiz ha kembreadezed ingal bep bloaz da zeskiñ brezhoneg. Eno e ra  Rita Morgan anaoudegezh gant Ronan huon, Per Denez,  Naig Rozmor... ha tommañ a ra he c'halon ouzh ar Vretoned hag o yezh. Mignoned feal e chomint.  Savet he deus un dezenn diwar-benn yezhadur ar brezhoneg-krenn  hag ur geriadur  kembraeg-brezhoneg ( geiriadur llydaweg-cymbraeg 1994).

Kinniget he deus d'ar c'hembreiz un tañva eus lennegezh Breizh en un dastumad anvet  storïaou o'r llydaweg  (storïau tramor VIII  , Embannadurioù Gwasg Gomer 1979)  En touez ar skrivagnerien bet dibabet ganti emañ Ronan Huon.Troet eo bet  gant Rita Morgan Williams un devezh  glav ( Diwnnod gwlyb), Abardaez (diwedd y dydd) hag ur vaouez vihan gwenn he blev ( gwraig fach fitw...)gant Sylvia Morgan