Ronan
Huon

Skridoù Ronan Huon e yezhoù all > Barzhonegoù troet e galleg

Barzhonegoù troet e galleg

Kalz berzh en devoa graet an datumad barzhonegoù bet troet e galleg gant Yann-Ber Piriou er bloavezh 1971 « Défense de cracher par terre et de parler breton" e anv. (embannadurioù P.J.Oswald) Ur spered a stourm a oa gant un toullad barzhonegoù ha gant ar c’hinnig e-unan :« D’hor bugale maro evit ar vro » proclament certains monuments de ce pays «  à nos enfants morts pour la patrie ».Seul usage officiel d’une langue pour laquelle on avait préparé de belles funérailles."

Un digarez eo bet evit an dud ne oant brezhonegerien d'ober anaouedegezh gant barzhed a veze bemdez war an dachenn, evit ar pep brasañ anezho,da zifenn o yezh ha tud o bro. Peder  barzhoneg gant Ronan Huon a voe troet e galleg gant Y.B Piriou. (en dielloù)