Ronan
Huon

Barzhonegoù > EVIDON VA-UNAN ( 1955)

EVIDON VA-UNAN ( 1955)

« Reiñ d’ar pezh a dremen un dremm peurbadus » a lavar Maodez Glanndour e raklavar levr barzhonegoù Ronan Huon Evidon va-unan bet embannet e 1955.
A-bouez eo bet ar varzhoniezh evit Ronan Huon e-pad lodenn gentañ e vuhez. War an tammoù goloioù lizher ha paperioù a bep seurt chomet war e lerc’h e kaver gwerzennoù e galleg e brezhoneg, e saozneg, ya e-leizh a zo anezho etre ar bloavezhioù 44 ha 1954.
Setu amañ ar varzhoneg kentañ bet embannet er gazetennig Tir-na nog niverenn 1 sinet diwar zorn ur paotr yaouank anvet Ronan.

 

Mor
Traez trellus, dour flour o flourikaat
Ec’honder diziwez
Gweled lakenn ma luskell ar skourrig warnañ
Mor. Hent bras ha luban an hunvreerien veur
Koar ma riskl ar vag warnout
O tiskenn hag o sevel ar gwagennoù gwak
Va blegn c’hoaz, simudet gant da vroud
Da vroioù-hont a ro da bep den e c’hoant
Ha d’ar c’hael krignet gant an droukhirnez
Nemet un tamm eus koun an tu hont.
Mor ! kentañ skeudenn an didermen

1 Mezeven 1944