Ronan
Huon

Barzhonegoù > un torr gant an amzer dremenet

un torr gant an amzer dremenet

Perak ‘ta e o oa bet e levr barzhonegoù Evidon va-unan ur gwir darvoud en emsav lennegel ?. Barzhoniezh komzoù-plaen ne oa ket anezhi d’ar poent-se  e brezhoneg da vihanañ: mont a-enep da lezennoù ar gwerzennañ a oa mont a-enep d’al lezenn ha treiñ kein d’an hengoun ha d’e hendadoù ! Santimant meur a hini e oa d’ar poent-se.

« Voici un recueil de poèmes très modernes dans leur inspiration et leur facture . Plusieurs nous ont plu par leur simplicité et l’authenticité du sentiment exprimé. Mais la forme est à notre sens trop libre pour que l’on puisse désirer voir les jeunes poètes bretons s’engager dans cette voie, non moins dangereuse que celle de la prosodie française. »
Jean Cormerais Annnales de Bretagne 1957 niv 94.4 p 513.

Splann e oa an disparti etre ar c’homz-plaen hag ar varzhoniezh d’an ampoent :
« An doare a-ratozh da renkañ ar gerioù hag al lavar : an doare-se eo ar werzenn. E pep bro hag e pep yezh ez eus bet savet gwerzennoù. » (diazezoù ar sevel gwerzioù gant Fr. Kervella Al Liamm 1965).
Evit Anjela Duval eo bet dic’hortoz lennadenn barzhoniezh komzoù-plaen Ronan Huon hag un hent eviti : en lavaret a ra en he lizher da Ivona Martin d’an 12 a viz Meurzh 1962 : « Bennozh d’an aotroù Ronan Huon evit bezañ prizet ma zamm labour, eñ eo e gwirionez an hini en deus digoret din dor ar gwerzennoù dieub, n’am boa gwelet biskoazh netra e brezhoneg er stumm-se a-raok ‘meus lennet Evidon va-unan. » ( oberenn glok Anjela Duval, emb. Mignoned Anjela 2000 p 97).